Stars
Torquil Campbell hag Amy Millan, Stockholm 2005

Bro orin Toronto, Banniel Kanada Kanada
Doare(où) Indie pop
Indie rock
Bloavezhioù oberiant 2000–bremañ
Label(ioù) Soft Revolution Records
Arts & Crafts
Le Grand Magistery
Paper Bag
Lec'hienn ofisiel www.youarestars.com

Izili Torquil Campbell
Amy Millan
Evan Cranley
Chris Seligman
Pat McGee
Endro Broken Social Scene
Memphis

Stars a zo ur strollad sonerien eus Kanada. Sonerezh indie pop eo a vez graet ganto. Krouet eo bet e Toronto gant ar c'haner Torquil Campbell hag ar soner kenaozerien Chris Seligman. Bet eo ar strollad o chom e New York a-raok distreiñ da Vontreal.

Musical career kemmañ

Holl izili Stars a son e Broken Social Scene ivez, hag ar memes ti-embann pladennoù o deus (Arts & Crafts). Campbell a zo aktor ivez ha gwelet eo bet e Sex and the City ha Law & Order. Amy Millan he deus lakaet embann div bladenn hec'h-unan : Honey from the Tombs (2006) ha Masters of the Burial (2009).

E lec'hienn ar strollad e lenner e ouezent e oa bet eus ur strollad breizhveuriat anvet Stars savet Syd Barrett[1]. E-touez ar re o deus levezonet anezho e venegont Berlioz, Outkast, Syd Barrett, Paddy McAloon, New Order, The Smiths, Brian Wilson, Momus ha Broken Social Scene. Stars o deus sonet en-dro tonioù evel "This Charming Man" (The Smiths) (pladenn Nightsongs, 2001) ha "Fairytale of New York" (The Pogues) e 2005. In Our Bedroom After the War a voe embannet war internet d'an 10 a aviz Gouere 2007[2].

D'ar 1añ a viz Gwengolo 2008 e voe embannet ar bladenn EP Sad Robots a voe lakaet e gwerzh en o lec'hienn nemetken ha pa raent sonadegoù.

D'an 20 a viz Here 2008 e sonjont e penn-kentañ sonadeg Coldplay e Ottawa, Ontario (troiad Viva la Vida Tour).

An ton "Celebration Guns" a zo ivez titl ur rann eus ar stirad skinwel ZOS: Zone of Separation ha roet eo bet evit netra da skoazellañ Moms Against Climate Change[3].

Stars a sonas en-dro "Asleep" (The Smiths) evit ar bladenn "Sing Me To Sleep - Indie Lullabies" embannet gant American Laundromat Records. Embannet e voe ar bladenn d'an 18 a viz Mae 2010.

D'an 9 a viz Meurzh 2010 ec'h embannas Pitchfork Media e vefe embannet pempvet pladenn studio ar strollad, The Five Ghosts he zitl, d'an 22 a viz Even 2010. E Kanada e voe embannet gant o zi-embann anvet Soft Revolution, ha skignet er peurrest eus ar bed gant Vagrant Records[4].

Doare sonerezh ha levezon kemmañ

Lavaret e vez ez eo sonerezh Stars " indie pop brav hag helavar"[5], ennañ binviañ pinvidik ha produiñ ha meskañ skañv, komzoù-danevell ha kan dous hag arlivet. Kemmet eo bet sonerezh ar strollad, eus sonerezh elektronek-pop evel er bladenn Nightsongs (Le Grand Magistery) da sonerezh kentoc'h en teir fladenn vras da-heul, diwar levezon ar sonerien : ar c'haner-gitarour Amy Millan hag ar soner gitar-boud Evan Cranley e Heart (Paper Bag Records), hag ivez an tabouliner Pat McGee e Set Yourself on Fire. Tonioù Stars a c'haller klevout er stirad skinwel The O.C.

Oberenn kemmañ

Prizioù kemmañ

Priz Juno kemmañ

Div wech eo bet anvet Stars evit Priz Juno[6],[7]. E 2004 gant Heart hag e 2005 gant Set Yourself on Fire.

Priz sonerezh Polaris kemmañ

E 2008 eo bet anvet Stars evit Priz sonerezh Polaris gant ar bladenn In Our Bedroom After the War [8].

Er skinwel kemmañ

  • Beautiful Noise
  • Live! At the Rehearsal Hall
  • Late Night with Conan O'Brien[9]
  • Late Night With Jimmy Fallon

Notennoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.