Stavanger (distaget |/stɑˈʋɑŋər/ e norvegeg) zo ur gêr hag ur gumun eus Norvegia, e kontelezh Rogaland.

Stavanger, gwelet eus an oabl

Annezet eo kumun Stavanger gant 126 469 a dud (2009) hag en tolpad-kêrioù ez eus 197 852 a dud o chom (2009), an trede tolpad-kêrioù brasañ eo e Norvegia. Pennlec’h kontelezh Rogaland eo Stavanger.

Lesanvet eo bet “Kêr-benn an tireoul e Norvegia”[1] hag e Stavanger emañ sez brasañ embregerezh tireoul Norvegia, Statoil.

Daoust ma’z eo ur gêr gozh, savet en amzer ar Vikinged, ha ma voe savet un iliz-veur enni en XIIvet kantved, n’eo nemet en eil hanterenn eus an XXvet kantved, pa oa bet kavet tireoul e Mor an Hanternoz, e oa kresket kalz Stavanger da zont da vezañ unan eus brasañ kêrioù Norvegia.

Kêrioù gevellet kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Stavanger – The Norwegian Petroleum Capital

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.