Steampunk zo un is-rummad eus ar skiant-faltazi hag a dalvez evit kement oberenn savet en deiz a hiziv, met lec’hiet en XIXvet kantved ar rouanez Victoria peurliesañ, pe e penn-kentañ an XXvet kantved.
Implijet e vez ivez evit kement oberenn a c’hoarvez en dazont, met gant un endro damheñvel ouzh hini an XIXvet kantved.

Un urzhiataer steampunk

Ouzhpenn er skiant-faltazi e c’haller kavout oberennoù steampunk e-touez ar romantoù polis, ar romantoù moliac’h hag ar romantoù diazezet war troioù-kaer. Daoust ma c’hoarvez an istorioù steampunk en amzer dremenet e kaver alies-tre enno urzhiataerioù ha kalz fent.
Oberennoù steampunk a gaver ivez war dachenn ar sinema (Steamboy) ha hini ar bannoù-treset (Adèle Blanc-Sec gant Jacques Tardi, The League of Extraordinary Gentlemen gant Alan Moore).

Ijinet eo bet ar ger steampunk a-benn envel oberennoù tri skrivagner : K.W. Jeter, Tim Powers ha James Blaylock.

Evit a sell ouzh an oberennoù krouet a-raok 1979 e reer proto-Steampunk anezho.

An oberennoù steampunk a vez rannet e div lodenn peurliesañ : diouzh un tu, ar re diazezet war ur bed krouet penn-da-benn gant ar skrivagner (Powers, Blaylock, Gibson & Sterling, Stableford); diouzh an tu all, ar re diazezet war harozed bet krouet a-raok (Sherlock Holmes, Frankenstein, Drakula, Dr. Jekyll, Jakez an toullgofer...) pe diazezet war oberennoù skrivagnerien all (H. G. Wells, Jules Verne pe Arthur Conan Doyle).
Niverus eo ar skridoù diazezet war istorioù Sherlock Holmes, Sherlock Holmes' War of the Worlds (1975) hag Exit Sherlock Holmes (1977) da skouer.

Un den e vrec'h dehoù galvezadel en doare steam punk

Gwelout ivez kemmañ