Steudadur morfologel-kevreadurezhel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen steudadur morfologel-kevreadurezhel evit komz eus ur renkadur yezhoniel diazezet war an doare da diforc'hañ etre arguzenn verboù tranzitivel ha hini verboù amdranzitivel. Merket a c'hell bezañ an diforc'h-se a-drugarez da elfennoù morfologel, da skouer implij troadoù ha/pe a-drugarez da elfennoù kevreadurezhel, da lâret eo urzh ar gerioù.

Steudadur
morfologel-kevreadurezhel

Mont-en-dro kemmañ

Div arguzenn bennañ o deus ar verboù tranzitivel, kevatal d'r rener ('S') ha d'ar renadenn ('O') e yezhoù evel ar brezhoneg.

Un arguzenn bennañ nemeti o deus ar verboù amdranzitivel, ar rener ('S') (S).

Notenn: Daoust ha ma c'hellont klotaat an eil gnt egile, ne klotao ket atav dre ret arguzenn ar rener ('S') gant ar graer yezhadurel ('A') nag arguzenn ar renadenn ('O') gant ar gouzañver yezhadurel ar frazenn.

Doareoù steudadur kemmañ

Kemmañ a ra an doare da verkañ an tri doare arguzenn bennañ-mañ (S, A hag O) a yezh da yezh, peurliesañ hep lakaat un diforc'h yezhadurel etre S hag A hag o tiforc'hañ etre S/A diouzh un tu hag O diouzh an tu all.

Steudadur nominativel-akuzativel kemmañ

Diforc'h morfologel-kevreadurezhel ebet er yezhoù nominativel-akuzativel etre arguzenn S hag an arguzenn A ar verboù tranzitivel, en o tiforc'hañ o-daou diouzh an arguzenn O (S = A; O disheñvel). Er yezhoù implijet gante troadoù e c'hell man diverk an arguzenn S hag A pe merket o-div gant an troad nominativel, keit ha ma vez merket an arguzenn O gant an troad akuzativel, da skouer e latin -us (nominativel) kv. -um (akuzativel): Julius venit "Julius a zeuas"; Julius Brutum vidit "Julius a welas Brutus". Er yezhoù nominativel e c'heller implijout an tu-gouzañv evit lakaat verboù tranzitivel da vezañ verboù amdranzitivel o tiverkañ an A hag o lakaat an O da gemer plas an S, merket an A neuze gant an troad nominativel.

Steudadur ergative-absolutivel kemmañ

Diforc'h morfologel-kevreadurezhel ebet er yezhoù ergative-absolutivel etre arguzenn bennañ ur verb amdranzitivel (S) hag arguzenn bennañ ur verb tranzitivel (O) (S = O; A disheñvel). An arguzenn A a c'hell bezañ merket gant an troad ergativel (a c'hell klotaat d'e dro gant merk an troad genitivel pe an troad instrumentel) pe gant un troad amskouer all, keit ha ma van amverk pe a-wezhoù merket gant an troad absolutivel arguzenn S ur verb amdranzitivel hag arguzenn O ur verb tranzitivel. Er yezhoù ergativel e c'heller implijout an tu-enepc'houzañv evit lakaat verboù tranzitivel da vezañ verboù amdranzitivel o tiverkañ an O hag o lakaat an A da gemer plas an S, merket an A neuze gant an troad absolutivel.

Damergativelezh kemmañ

Sistemoù damergativel a gaver ivez e yezhoù 'zo implijet gante sistemoù nominatel-akuzativel ha sistemoù ergativel-absolutivel hervez ar c'henarroud, da skouer hervez m'az eo bev ar mennegad pe get e yezhoù Aostralia pe c'hoazh hervez arvez resis ar verb er yezhoù mayaek.

Steudadur aktivel-stadel kemmañ

Diforc'h morfologel-kevreadurezhel ebet er yezhoù aktivel-stadel etre arguzenn nemeti verboù amdranzitivel 'zo hag arguzenn A verboù tranzitivel ha diforc'h ebet ivez etre arguzenn nemeti verboù amdranzitivel all hag arguzenn O verboù tranzitivel (Sa=A; So=O), o tiforc'hañ etre an eil doare verb hag egile evit abegoù semantikel peurliesañ.

Amdranzitivel:
Mariam-ma imğera
("Maria a ganas sang")
Tranzitivel:
Mariam-ma c'eril-i dac'era
("Maria a skrivas al lizher")
Amdranzitivel:
Mariam-i iq'o Tbilisši revolutsiamde
("Maria a vanas e Tiblisi betek an Dispac'h")

Steudadur aostronezek kemmañ

An daou doare steudadur pennañ (ergativel-absolutivel ha nominativel-akuzativel) a vez implijet war un dro gant ar yezhoù aostonezek komzet er Filipinez, Borneo, Taiwan ha Madagaskar anvet steudadur aostronezek pe steudadur filipinezek.

Alies e vez komzet en degouezh-mañ eus tuioù: an tu-gra hag an tu-gouzañv, met e gwirionez n'eo ket tuioù rak div arguzenn bennañ ez eus e pep degouezh a gwell e komz eus frammadurioù "distegnet gant ar graer" (AT: saoz. "agent trigger" pe "actor focus") evit ar frammadurioù a denn d'ar steudadur akuzativel diouzh un tu ha "distegnet gant ar gouzañver" (PT: saoz. "patient trigger" pe "undergoer focus" evit ar frammadurioù a denn d'ar steudadur ergativel diouzh an tu all. Ar PT eo an doare steudadur diazez er yezhoù-mañ peurliesañ.

Koulz er steudadur PT hag er steudadur AT ez eus div arguzenn bennañ, implijet an hevelep merkadur morfologel evit nominativel ar steudadur AT hag evit absolutivel ar steudadur PT. Tri degouezh diazez ez eus neuze:

  • Nominativel-absolutivel (anvet peurliesañ nominativel hepmuiken, pe a-wezhoù ivez troad eeun)
  • Ergativel
  • Akuzativel

Ur pevare degouezh a c'hellfe bezañ ivez evit merkañ an troad lokativel pe troad benefaktivel gant an troad eeun.

Steudadurioù all kemmañ

Nebeud tre a yezhoù a chom hep lakaat diforc'h morfologel ha/pe kevreadurezhel ebet etre arguzennoù ar graer yezhadurel, ar gouzañver yezhadurel hag an arguzenn amdranzitivel.

Gant ar yezhoù ergativel-akuzativel avat e vez merket ppe argzuenn en un doare disheñvel diouzh ar re all:

Yezhoù all, en o zouez ar yezh iranek ar rouchaneg (rushani), a diforc'h enemet etre verboù tranzitivel diouzh un tu, o verkañ koulz A hag O gant an troad trazitivel, hang an troad amdranztivel evit merkañ S.

Displegadur skeudennet kemmañ

Er skeudenn-mañ P (gouzañver) = O (renadenn):

         
nominativel-
akuzativel
ergativel-
absolutivel
tranzitivel eeun ergativel-akuzativel

Yezhoù ergativel ha yezhoù akuzativel keñver-ouzh-keñver kemmañ

An daou steudadur pennañ eo ar yezhoù ergatival-absolutivel diouzh un tu hag ar yezhoù nominativel-akuzativel diouzh an tu all.

Setu un daolenn evit lakaat kñver-ouzh-keñver an daou steudadur-pennañ-se evit sklaeraat an diforc'hioù etre bep o doare da verkañ arguzennoù pennañ verboù tranzitivel hag amdranzitivel:

(O = renadenn pe gouzañver (P) ur ranfrazenn dranzitivel; S = arguzenn nemeti ur ranfrazenn amdranzitivel (rener); A = graer ur ranfrazenn dranzitivel)

  Ergativel-absolutivel Nominativel-akuzativel
O heñvel disheñvel
S heñvel heñvel
A disheñvel heñvel

Skouer ur yezh ergativel-asbolutivel kemmañ

Setu ur skouer tennet eus an euskareg:

Yezh ergativel
Frazennoù skouer: Gizona etorri da.      Gizonak mutila ikusi du.
Morfem-ha-morfem: gizon.a-∅ etorri da      gizon.a-k mutil.a-∅ ikusi du
Ger-ha-ger: aotrou.ar-ABS degouezhout eo      aotrou.ar-ERG paotr.ar-ABS gwelout en deus
Kevreadurezh: S VERBamdranz.      A O VERBtranz.
E brezhoneg: 'Degouezhet eo an aotrou'      'An aotrou en deus gwelet ar paotr '

Skouer ur yezh nominativel-akuzativel kemmañ

Setu ur skouer tennet eus an esperanteg:

Yezh akuzativel
Frazennoù skouer: La homo alvenis      La homo vidis la knabon
Morfem-ha-morfem: la hom.o-∅ al.ven.i.s      la hom.o-∅ vid.i.s la knab.o -n
Ger-ha-ger: ar aotrouNOM degouezhas      aotrouNOM gwelas ar paotrAKUZ
Kevreadurezh: S VERBamdranz      A VERBtranz O
E brezhoneg: 'Degouezhout a reas an aotrou'      'An aotrou a welas ar bugel'

Levrlennadur: kemmañ

  • Anderson, Stephen. (1976). On the notion of subject in ergative languages. In C. Li. (Ed.), Subject and topic (pp. 1-24). New York: Academic Press.
  • Comrie, Bernard. (1978). Ergativity. In W. P. Lehmann (Ed.), Syntactic typology: Studies in the phenomenology of language (pp. 329-394). Austin: University of Texas Press.
  • Dixon, R. M. W. (1979). Ergativity. Language, 55 (1), 59-138. (Revised as Dixon 1994).
  • Dixon, R. M. W. (Ed.) (1987). Studies in ergativity. Amsterdam: North-Holland.
  • Dixon, R. M. W. (1994). Ergativity. Cambridge University Press.
  • Mallinson, Graham; & Blake, Barry J. (1981). Agent and patient marking. Language typology: Cross-linguistic studies in syntax (Chap. 2, pp. 39-120). North-Holland linguistic series. Amsterdam: North-Holland Publishing Company.
  • Plank, Frans. (Ed.). (1979). Ergativity: Towards a theory of grammatical relations. London: Academic Press.

Liammoù diavaez: kemmañ