Stieg Larsson
Obererezh romantoù polis
Ganedigezh 15 a viz Eost 1954
e Skelleftehamn
Marv 9 a viz Du 2004
e Stockholm
Yezh skrivañ svedeg
Oberennoù pennañ
  • Män som hatar kvinnor (Millennium 1)
  • Flickan som lekte med elden (Millennium 2)
  • Luftslottet som sprängdes (Millennium 3)


Stieg Larsson (anv klok : Karl Stig-Erland Larsson, 15 a viz Eost 1954 e Skelleftehamn - 9 a viz Du 2004 e Stockholm) a oa ur c'hazetenner hag ur skrivagner svedat. Brudet eo dre ma rae enklaskoù diwar-benn an tu dehou pellañ, hag ivez a-drugarez d'e heuliad tri romant anvet Millennium, embannet etre 2005 ha 2008, da lavaret eo goude e varv.

E vuhez kemmañ

Desavet e voe gant e dud-kozh betek ma vefe 9 bloaz. Pa oa krennard e savas daou fanzin (Sfären ha Fijagh!) gant Rune Forsgren. E 1978 hag e 1979 e voe e kuzul-merañ Skandinavisk förening för science fiction (SFSF), brasañ kevredigezh skiant-faltazi Norzheuropa. Prezidant e voe zoken e 1980. Meur a vicher a reas hag e 1983 e voe degemeret evel treser gant an ajañs kelaouiñ svedat anvet Tidningarnas telegrambyrå (TT). Tamm-ha-tamm e cheñchas hag e teuas da vezañ kazetenner, e karg eus pennadoù burutellañ romantoù polis ha bannoù-treset. E 1995 e kuitaas an ajañs-se hag e krouas ar gazetenn drimiziek Expo, gant ar pal sevel enklaskoù war an tu dehou pellañ svedat. E-touez al levrioù a skrivas diwar-benn an tu dehou pellañ emañ Extremhögern haSverigedemokraterna: den nationella rörelsen. Meur a brezegenn diwar-benn an tem-se a reas er bed a-bezh. Meur a wech e voe gourdrouzet ivez. Ezel e voe eus strollad sokialour Sveden (Socialistiska Partiet) betek 1987. D'ar mare-se e kuitaas ar strollad peogwir ne felle ket dezhañ kenderc'hel da sevel a-du gant gouarnamantoù Europa ar Reter. Tri miz a-raok mervel ez eas e darempred gant Norstedts, brasañ embanner Sveden hag e kinnigas e dri romant, da lavaret eo war-dro 3000 pajennad. Romantoù polis int, an div dudenn bennañ o vezañ ar c'hazetenner-enklasker Mikael Blomkvist hag ar grennardez Lisbeth Salander. War-dro 2,3 milion a skouerennoù a zo bet gwerzhet e Sveden. Troet eo bet an heuliad tri romant e 25 bro, ha savet e vo filmoù diwarno. Soñjal a rae da Larsson en defe amzer da skrivañ dek romant en holl[1].

Gwirioù aozer kemmañ

Hervez chadennoù skinwel Sveden en dije Larsson skrivet e destamant e 1977, ennañ en dije skrivet e roje holl e wirioù da gevrenn Umeå kevread al labourerien gomunour. Betek-henn avat eo bet roet holl e wirioù d'e dad ha d'e vreur. E vignonez n'he deus bet netra. Lavaret e vez e vefe perc'henn war ur skrid prest da vezañ embannet. [2]

E oberenn kemmañ

  • 1991 : Extremhögern
  • 2001 : Sverigedemokraterna : den nationella rörelsen
  • 2004 : Debatten om hedersmord : feminism eller rasism
  • 2004 : Sverigedemokraterna från insidan
  • 2005. Män som hatar kvinnor (Millennium 1)
  • 2006. Flickan som lekte med elden (Millennium 2)
  • 2007. Luftslottet som sprängdes (Millennium 3)

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ