Ar streetluge a zo ur plankenn-ruilh stumm ul luj dezhañ graet evit diskenn war an diribin er straedoù. Tizh bras zo gantañ ha mont a ra alies a-us da 100km/e. Krouet oa bet e Norzhamerika e-kerzh ar bloavezhioù 1970. An tizh uhelañ graet gant ur streetluge a zo 157,41km/e ha kadarnaet eo bet gant Cédric Touchette eus Kebek.

Streetluge
Streetluge board

Aozadur ar streetluge kemmañ

Ar streetluge a zo graet gant ur frammadur a zo douget gant un hollad trucks/roudoù evel er skateboard, met brasoc'h eo : 1m50 a hirder. An aliesañ eo graet e dir, houarn, aluminiom, koad pe gwienn gevanaoz. Ur re dornelloù a zo tu da ouzhpennañ ha memes harpelloù-penn, karennadurioù ha harpelloù-treid. Dilhad gwarez heñvel ouzh re ar varc'htanerien eo ret kaout : ur sae lêr, un tokarn, manegoù lêr ha gwarezioù kein. Ur re votoù zo ezhomm ha peget eo outo ar stardelloù graet e gommenn rodoù kirri-tan hep ar framm e houarn.

Liammoù diavaez kemmañ