Strollad Komunour Labourerion Bosnia-ha-Herzegovina

Strollad Komunour Labourerion Bosnia-ha-Herzegovina (e bosnieg: Radničko-komunistička partija Bosne i Hercegovine) a zo anv ur strollad komunour oberiant e Bosnia-ha-Herzegovina, krouet e 2000 gantañ da Brezidant Goran Marković.

Arouezenn ar Strollad

Daoust ha ma vez kritiket gant ar Strollad renad Tito e sav a-enep kreñv d'an disrannoù broadelour goude ma'c'h eas da get RSK Yugoslavia, ha lakaet e vez gantañ da bal adsevel Yugoslavia kevredadel ha sokialour renet warnañ gant al labourerion en un doare demokratel rak sevel a ra a-enep ivez d'an doare hollveliour ma veze kaset en-dro an ez-Unvaniezh Soviedel.

Levezonet-don eo bet ideologiezh ar Strollad gant oberennoù Rosa Luxemburg hag Antonio Gramsci.

Liammoù diavaez: kemmañ