Strollad Komunour SUA

Strollad Komunour SUA, pe Communist Party USA e saozneg, pe Communist Party of the United States of America (CPUSA), e anv ofisiel, zo ur strollad komunour stadunanat krouet e 1919 goude ma vefe bet rannet ar Strollad Sokialour stadunanat goude Reveulzi Rusia.

Ardamez ar Communist Party of the United States of America pe CPUSA

Arc'hantaouet kalz eo bet ar CPUSA gant an Unaniezh Soviedel ha difenn a rae ar memes selloù ha re Moskov. Ar CPUSA en doa implijet un aozadur kuzh evit sikour ar soviediz dre spiañ Stadoù-Unanet Amerika oc'h implij ur rouedad aozadurioù evit embann mennozhioù komunour dre ar gevredigezh. Ar CPUSA zo bet a-enep ar glasnost kement hag ar perestroika en URSS ha dre-se ne voe ket mui arc'hantaouet gant ar C'hevredad adalek 1989.

Maouezed ha minorelezhioù kemmañ

Ar Strollad komunour a embann ez eo klasad labourerien Stadoù-Unanet Amerika :

"Multiracial and multinational. It unites men and women, young and old, gay and straight, native-born and immigrant, urban and rural. We are employed and unemployed, organized and unorganized, and of all occupations – the vast majority of our society. "[1]

Afroamerikaned kemmañ

Ar Strollad komunour stadunanat en deus harpet kalz an Afroamerikaned evit sikour anezho da zifenn o gwirioù dreist-holl er bloavezhioù 1930-1940. Tud evel Angela Davis hag a gaver e penn ar stourm evit gwirioù keodedel ar re zu zo bet desket dezho stourm gant ar CPUSA.

Relijion kemmañ

Ar Strollad komunour stadunanat n'eo ket a-enep ar relijion, gwelet a ra ar relijion evel ur mennozh dedennus evit difenn ar justis, ar peoc'h ha bezañ karantezus gant an dud all. Evit kaout darempredoù mat gant ar gedourien ar strollad en deus ur skourr war ar relijion.

Daouadoù prezidantel kemmañ

Danvez kannaded (prezidant ha besprezidant) Strollad komunour SUA evit an delinnadegoù prezidant
Bloavezh Prezidant Besprezidant(ez) Votoù Dregantad Anv
1924  
William Z. Foster
 
Benjamin Gitlow
38,669 0.13% Workers Party of America
1928  
William Z. Foster
 
Benjamin Gitlow
48,551 0.13% Workers (Communist)
Party of America
1932  
William Z. Foster
James W. Ford 103,307 0.26% Communist Party USA
1936  
Earl Browder
James W. Ford 79,315 0.17%
1940  
Earl Browder
James W. Ford 48,557 0.10%
1948  
Kannad ebet;
choazet Henry Wallace
 
Kannad ebet;
choazet Glen H. Taylor
N/A
1952  
Kannad ebet;
choazet Vincent Hallinan
 
Kannad ebet;
echoazet Charlotta Bass
1968  
Charlene Mitchell
 
Michael Zagarell
1,077 0.00%
1972  
Gus Hall
 
Jarvis Tyner
25,597 0.03%
1976  
Gus Hall
 
Jarvis Tyner
58,709 0.07%
1980  
Gus Hall
 
Angela Davis
44,933 0.05%
1984  
Gus Hall
 
Angela Davis
36,386 0.04%
  • Hervez lec'hienn internet ar strollad: "The Communist Party does not endorse candidates from other parties, but we are deeply involved in mobilizing people to participate in the elections".

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ