Strollad Komunour Selan (Maoour)

Strollad Komunour Selan (Maoour) (e saozneg: Ceylon Communist Party - Maoist) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour a stourm dre guzh, bet krouet en Sri Lanka e 1964 da heul un disrann e diabarzh Strollad Komunour Selan.

Er penn-kentañ oa bet anvet "Strollad Komunour Selan" hepmuiken dre ma kave d'an disrann-se e oa eñ ar strollad komunour gwirion, daoust ha ma veze graet "Strollad Komunour Selan (Disrann Peking)" (Ceylon Communist Party (Peking Wing)) anezhañ evit lakaat ar c'hemm etrezañ hag ar Strollad Komunour Selan pennañ ma oa en em disrannet dioutañ.

Da geñver ar bloavezhioù 1960 e oa deut ar Strollad da vezañ unan eus strolladoù kleizour pennañ ar vro, met war digresk ec'h eas ar strollad da heul meur a disrann diabarzh ha war wanaat ec'h eas e levezont ivez.

E 1991 e oa bet dalc'het ur C'hendalc'h ma oa bet adaozet ar strollad, deuet da vezañ "Strollad Komunour Selan (Maoour)" e anv.

Sekretour-Meur ar Strollad a oa Nagalingam Shanmugathasan adal ar penn-kentañ betek ma'c'h eas da get e 1993.

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong ha da heul marv Mao e savas a-enep krenn da linenn politikel nevez Sina dindan beli Deng Xiaoping.

Ezel eo eus Kuzul Kenoazañ Strolladoù hag Aozadurioù Maoour Su Azia (KKSAMSA).