Un elfenn gimiek eo ar strontiom ; Sr eo e arouez kimiek, 38 e niver atomek ha 87,62 e dolz atomek. Ur metal prialkaliek eo ar strontiom, evel holl elfennoù ar strollad 2.

Strontiom
RubidiomStrontiomItriom
Ca
Sr
Ba
taolenn beriodek, Strontiom

Niver atomek 38
Rummad kimiek Metaloù prialkaliek
Strollad 2
Trovezh 5
Aozadur elektronek [Kr] 5s2
Niver oksidadur +2
Tredanleiegezh 0.95
Skin atomek 215,1
Tolz atomek 87,62



Ur metal blot liv an arc'hant eo ar strontiom, a gaver e kailhoù evel er strontianit. Da arvelen e tro pa vez lakaet en aer.
Petra bennak ma kaver strontiom e Stadoù-Unanet Amerika ez eus bet paouezet d'e zastum eno abaoe 1959, ha da fardañ karbonat strontiom (SrCO3) e 2006.
Sina eo ar c'henderc'her pennañ er bed (210 000 tonennad e 2011), dirak Spagn (120 000 t) ; Mec'hiko eo an trede (35 000 t), heuliet gant Maroko, Iran, Arc'hantina ha Pakistan. Un 380 000 t bennak a strontiom a voe kenderc'het er bed e 2011.[1]

Istor kemmañ

E kêr Strontian, e penn Loch Shuaineart e Bro-Skos (Sròn an t-Sìthein e gouezeleg Bro-Skos, "beg run ar boudiged") e voe dizoloet kailh strontianit e dibenn an XVIIIvet kantved.
E 1790 e verzas ar c'himiour norzhiwerzhonat Adair Crawford e oa un elfenn nevez er c'hailh-se. E 1793 e voe ar c'hailh anvet strontit gant ar c'himiour skosat Thomas Charles Hope.
E 1808 e teuas ar c'himiour kerneveurat Sir Humphry Davy a-benn da hiniennekaat an elfenn nevez, a anvas strontiom hervez stumm anvioù ar metaloù prialkaliek all.

Perzhioù kemmañ

Ur metal blot eo ar strontiom, ha govelius eo (tu zo d'e bladañ a-daolioù mailh).

Kimiek kemmañ

Dazgweredus-kenañ eo ar strontiom : pa vez lakaet e darempred gant dour e ro hidrogen (H) ha hidroksidenn strontiom (Sr(OH)2) ; deviñ a ra en aer en ur reiñ oksidenn strontiom (SrO) ha nitrid strontiom (Sr3N2).

Izotopoù kemmañ

Stabil eo pevar izotop naturel ar strontiom ; 88Sr eo an hini paotañ (82,58 %), kent 86Sr (9,86 %), 87Sr (7,0 %) ha 84Sr (0,56 %).
Skinc'hanet eo 87Sr ivez, da lavaret eo e teu diwar skinoberiegezh 87Rb ; daou zoare 87Sr zo neuze : an hini a zo bet ganet gant stered evel 84Sr, 86Sr ha 88Sr, hag an hini a zo deuet diwar 87Rb.

C'hwezek izotop distabil zo, an hini pouezusañ o vezañ 90Sr (hanter-vuhez : 28,78 bloavezh) ; diwar ar skiriadur derc'hanel e teu, hag e 1986 e kontammas korn-bro Tchornobyl en Ukraina a-c'houde tarzhadenn ur greizenn nukleel.

Arver kemmañ

Kentañ arver ar strontiom e voe ar c'henderc'hañ sukr digant beterabez-sukr dre hidroksidenn strontiom Sr(OH)2 adalek 1849, ar pezh a voe graet en Alamagn betek dibenn an XIXvet kantved ; tremen 100 000 t a hidroksidenn strontiom a veze arveret bep bloaz kent ar brezel-bed kentañ a-benn kaout sukr[2].
Skort eo arveroù ar rubidiom hag e genaozadoù hiziv an deiz, hogen implijet e vez da zisrannañ an TDN, da fardañ neudennoù luc'hek, kleuzeurioù (lampoù), binvioù da welet en deñvalijenn. Servij a ra ivez da gevanaozañ kenderc'hadoù kimiek, ha gant ar c'heziom e vez arveret en horolajoù atomek.[1]
Muioc'h ag arveroù zo da kenaozadoù ar strontiom :

  • aluminat strontium SrAl2O4 : evel fosfor skedus, a bad pelloc'h e lampr ;
  • karbonat strontiom SrCO3 : fardañ gwarelloù ferrit, tanioù-arvest, ha puraat ar zink ;
  • kloridenn strontiom SrCl2 : betek 10 % anezhi a vez lakaet e lod toazoù-dent evit an dent kizidik ;
  • nitrat strontiom Sr(NO3)2 : tanioù-arvest ;
  • sulfat strontiom SrSO4 : tanioù arvest ;
  • titanat strontiom SrTi03 : fardañ falsdiamantoù.

Lod kenaozadoù kemplezh a vez arveret er vezegiezh hag e greanterezh an elektronik.

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 15 HER 12
  2. HERIOT T. H. P., Manufacture of Sugar from the Cane an Beet, Read Books, 2008 ISBN 978-1-4437-2504-0 (en)

Daveennoù kemmañ


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok