Sul al Lard eo an anv roet d'ar Sul a zegouezhe, hervez al liderezh katolik kozh, 70 deiz a-raok Pask. E gwirionez e tegouezhe nav sizhun a-raok, da lavarout eo 63 deiz.

Anvioù all kemmañ

Anvioù all a veze roet d'ar Sul-se: Sul ar Seizh-Sizhun, Sul ar Puch, Kentañ Sul al Lard, Sul Tad-kozh al Lard, hag ivez Sul ar Peuzdibeuz.

Arouez kemmañ

Arouez an 70 deiz-se eo 70 vloaz ar vac'hidigezh e Babilon, skeudenn ar geoded a zo lec'h a bec'hed, amzer an amprouennoù hag an diaezamant da stourm ouzh an temptadur hag ar pec'hed.

Abaoe Sened-Meur Vatikan II n'eus ket eus ar gouel-se ken, ha n'emañ ket ken el liderezh katolik.

Levrlennadur kemmañ