Survival (kelaouenn)

Survival istitlet « guide de survie en milieu hostile », zo ur gelaouenn dreistbevouriezh gall. Ar c'hentañ kelaouenn e galleg eo o plediñ gant an dreistbevouriezh. Laurent Berrafato eo rener an embann. An embannadurioù Librairie le Hussard (Pariz) eo embanner ar gazetenn.

Istor kemmañ

Embannet oa bet ar c'hentañ niverenn d'ar 1añ C'hwevrer 2016[1]. E miz Kerzu 2016 e tremen eus un embann trimiziek d'un embannadur daouviziek.

Sujedoù kemmañ

  • Lakaet e vez war-raok gwallzarvoudoù naturel pe greantel (Tchernobyl, Fukushima) evit diskouez n'eo ket dibad hon doare bevañ nag hon aozadur kevredigezh a-vremañ.
  • Lakaet e vez war-raok dafar ha displeget penaos e implj (lampennoù, radioioù, seier kousket)
  • Pennadoù war penaos gounit boued, pareañ tud hervez ar gloazadennoù.
  • Ul lodenn istorel war dreistbeverien

Kenlabourerien kemmañ

Lies eo kenlabourerien ar gelaouenn, hervez komzoù Laurent Berrafato e vez adkavet dreist-holl soudarded pe ez soudarded.

Liammoù diavez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ