Susan Boyle, ganet e 1961 e Blackburn er West Lothian, a zo ur ganerez skosat hag a zo bet brudet gant he c'hanaouenn en abadenn saoz Britain's Got Talent.

Susan Boyle, 2013

Buhez kemmañ

Graet he deus berzh e-kerzh an 3e prantad eus Britain's Got Talent, un abadenn er skinwel saoz graet evit diskouez tud gant donezonoù. Dizoloet eo bet, d'an 11 a viz Ebrel 2009, p'he deus kanet ar ganaouenn I Dreamed a Dream eus ar gomedienn war gan Les Misérables. An dud a ginnige, ar strollad-barn (Simon Cowell, Amanda Holden hag Piers Morgan) hag an arvesterien o deus graet goap outi da gentañ a-raok bezañ souezhet bras war vat.

Kemeret he doa perzh evit enrollañ ur CD e 1999 evit ul laz-kanañ katolik. Kanet he doa Cry Me a River gant Arthur Hamilton ha Killing Me Softly.

He zaol-kaer a zo bet gwelet gant 40 milion a dud dindan ur sizhunvezh (35 milion war Youtube). Un nebeud devezhioù goude e oa bet gwelet gant en tu-hont da 100 milion a dud.

D'ar 25 a viz Mae e c'hounez Susan Boyle he flas en abadenn Britain's Got Talent. Kanet he deus en-dro I Dreamed a Dream d'an 30 a viz Mae evit ar gourfenn, erruet eo d'an eil plas.

Gwelet kemmañ