Unan eus Stadoù bihan Afrika ar C'hornôg e oa Takrour en Oadvezh an Houarn. Bleuñviñ a reas keñver-ha-keñver gant Rouantelezh Ghana well-wazh. E Traoñienn ar Senegal e oa, a-hed an harzoù etre Senegal ha Maouritania hiziv an deiz. Ur greizenn genwerzh a oa anezhi, ma tremene aour eus korn-bro Bambuk, holen eus an Awlil, greun eus Sahel ha sklaved eus ar su. War a seblant e troas Takrour ouzh an Islam en XIvet kantved, a-raok Ghana, ha kevrediñ gant an Almovarided Verber en o brezel enep ar rouantelezh-se. Takrour, hag hi e-touez ar re gentañ o treiñ ouzh an Islam, a c’hoarias ur roll bras evit digeriñ Afrika ar C'hornôg d’ar relijion-se.

Alies e reer Toukouleur eus rouantelezhioù islamek Takrour, diwar ur stumm gallek trefoedet eus "akrour."