Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina

Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina (TBDP) (arabeg الجبهة الشعبية لتحرير فلسطين) a zo un aozadur marksour-leninour ha broadelour bet krouet e Palestina e 1967 da geñver Brezel ar C'hwec'h Devezh.

Banniel TBDP

Sevel a reas TBDP diwar al Luskad Arabek Broadelour (Harakat al-Qawmiyyin al-Arab) (LAB) bet e krouet e 1953 gant George Habach, ur palestinad a-orin kristen.

Un aozadur broadelour e oa LAB oberiant e meur a vro arabek, en o zouez Libia, Koweit hag Arabia Saoudat (dindan beli ar Rouantelezh Unanet c'hoazh d'ar mare-se). Mont a reas an aozadur war-du ar sokialouriezh e-keñver an doare da diorren an armerzh ha sevel a reas ur strollad stourm anvet Harozet an Distro (Abtal al-Audah). E-kreiz 1967 en em glevas gant ur strollad all anvet Yaouankiz evit an Dial ha gant Talbenn Dishualded Palestina evit sevel Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina (TBDP), gant Habach en e benn. E 1968 e oa bet stummet gant TBDP ouzhpenn tri mil a stourmerion. Arc'hant e veze roet d'ar strollad gant Siria e-lec'h ma veze kavet ivez e sêzva.

Dont a reas an Talbenn war wel er bloavezhioù 60 ha 70 dreist-holl abalamour ma oa bet kaset da benn gantañ taolioù feuls, da skouer :

  • Skrapadenn ur c'harr-nij israelat e 1968 o terc'hel 21 beajour ha 11 skipailhad e-pad 39 devezh;
  • Lazhet e voe ur beajour ha gloazet daou all pa voe tennet war ur c'harr-nij israelat e Aten e 1968;
  • Tennet e voe war ur c'harr-nij israelat e Zürich e 1969 o lazhañ ar c'henlevier hag o c'hloazañ al levier;
  • Skrapet e voe ur c'harr-nij amerikan e Los Angeles e 1969. Dalc'het e voe ar veajourion a-orin israelat e-pad 44 devezh;
  • Lazhet e voe ur beajour ha gloazet 11 all e 1970 pa voe skoet war ur c'harr-boutin ennañ israeliz e aerborzh Munich;
  • Trazhañ a reas ur vombezenn en ur c'harr-nij Swissair o vont da Stad Israel o lazhañ 47 den e 1970;
  • Skrapet 4 c'harr-nij beajiñ e 1970. Trazhet war-lerc'h daou anezhe ket gloazañ den ebet. Respont a reas ar Roue Hussein a Jordania o kregiñ da vombezenniñ diazezennoù ar strolladoù palestinat e diabarzh Jordania betek lakaat Aozadur Dishualded Palestina (ADP) da dec'hel kuit eus ar vro. Gwengolo Du e vez graet eus an darvoudoù-se ha d'o heul e voe savet un tuad feulster nevez en al-Fatah anvet Gwengolo Du, enni tud liammet kement gant al-Fatah ha gant TBDP.

En em stagañ a reas TBDP ouzh an talbenn ledan Aozadur Dishualded Palestina (ADP) e 1968, o vezañ an eil strollad ennañ war-lerc'h al-Fatah, met kuitaat a rejont ADP e 1974, o tamall Aozadur Dishualded Paletina da gilañ war ar pal pennañ, da lâret eo distruj Stad Israel penn-da-benn pa savas a-du TBDP gant un diskoulm dre sevel div stad, Palestina hag Israel, kichen-ha-kichen.

Dilennet e voe Abu Ali Mustafa evel Sekretour meur ar strollad e-lec'h Habach da geñver ar 6vet Kendael Broadel dalc'het e 2000, met lazhet e voe Abu Ali Mustafa e 2001 gant arme Stad Israel dre tennañ war e vurev diouzh ur viñsaskell. Diouzh o zu e voe lazhet da heul Ministr Douristelezh Stad Israel, Rehavam Zeevi.

Dilennet e voe war-lerc'h Ahmed Sadat evel Sekretour Meur e 2001. Harzet ha bac'het e voe hennezh gant meur a ezel all avat e 2002 gant Pennadurezh Palestina, goude ma oa bet pouezet warne gant ar Stadoù Unanet hag ar Rouantelezh Unanet. Daoust ha ma voe didamallet gant lêzvarn uhel Palestina e voe nac'het e dieubiñ gant Pennadurezhh Palestina.

Daou duad o zo deuet diwar Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina: Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina - Stur pennañ (saoz. Popular Front for the Liberation of Palestine - General Command (PFLP-GC)) ha and the Talbenn Demokratel evit Dishualded Palestina (saoz. Democratic Front for the Liberation of Palestine (DFLP)).

Aet e oa war wanaat levezon an talbenn goude ma teuas da get an Unaniezh Soviedel hag ivez abalamour d'ar fed m'emañ ar strolladoù islamour evel Hamas ha Jihad Islamek Palestinao vont war gresk er broioù arabek hag e Palestina ivez.


Gwelet ivez: kemmañ

Marksouriezh-leninouriezh
Arme Ruz Japan

Liammoù diavaez: kemmañ