An Tanaro zo ur stêr en hanternoz Italia, adstêr d'ar Po war e lez dehou. Gant he 276 km eo eil stêr hirañ Piemonte war-lerc'h ar Po .

Ar stêr Tanaro
An Tanaro e Ceva.

An anv kemmañ

Kar e vefe an anv da hini an doue galian Taranis ha d'ar stêr Tarn en Okitania.

Red ar stêr kemmañ

 
Ar ponte di Nava, war an harzoù etre Piemonte ha Liguria

Eieniñ a ra an Tanaro e mervent Piemonte war harzoù Liguria, en Alpi Liguri. E gwirionez e c'hoarvez eus kember ar froudoù Tanarello ha Negrone war harzoù kumunioù Ormea (e Proviñs Cuneo) ha Cosio d'Arroscia (e proviñs Imperia).

Departamant gall kemmañ

Bez ez eo bet ivez anv un departamant gall da vare aloubadeg Italia gant armeoù an impalaer gall Napoleone Buonaparte, gwelout Tanaro (departamant) .