Tangi Merien

Ganedigezh 1987
Broadelezh Breizh Breizh
Micher(ioù) Kaner, aktour, advouezhier, skrivagner senario ha kinniger abadennoù
Internet https://fr-fr.facebook.com/Tangi-Merien-1592027804369874/

Tangi Merien, ganet e 1987 e Gwitalmeze, zo ur c'haner, aktour, advouezhier, skrivagner senario ha kinniger abadennoù. Skoliataet eo bet er skolioù Diwan eus ar skol vihan betek al lise. Goude-se e voe bloaz hanter e skol-veur Brest o studiañ brezhoneg[1] Ur stummadur en doa graet e skol an ESRA e Roazhon. Bet eo o c'hoari er pezhioù-c'hoari Ar roue Ubu[2] ha Frankiz[3]. gant Strollad ar Vro Bagan. Kazetenner eo bet evit Radio Kerne. Goude Radio Kerne e oa bet o c'hoari er stirad Ken Tuch'.

Mouezh Treveur Mac Brennig, tad ar familh, en deus bet graet er Familh Morlaeron. Bet eo o kinnig an abadenn Mouchig Dall gant Mai Lincoln evit Frañs 3[4].

Gant Sten Charbonneau e vez o kinnig ar c'hoari C'hoari ha Deskiñ evit Brezhoweb[5].

Filmoù kemmañ

  • KAKAHUET, film berr gant Stéphane Ac'h, gant Marion Gwenn, 14 munutenn, 2017[6]

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ