Un tank, pe karr-hobregon, a zo ur c'harbed milourel hobregonet gant ur c'hanol. Savet int evit ar stourm en talbenn gant un tan kreñv, un hobregon tev, hag ur c'heflusker nerzhus evit gellet fiñval bliv en emgann.

Un tank Leopard 2, en arme alaman.
Ar c'hentañ tank implijet en emgann, an tank Mark I saoz (poltrijet e 1916) gant an touellaozadur Solomon

An tankoù kentañ a voe implijet e-pad ar Brezel-bed kentañ gant lu ar Rouantelezh-Unanet e Flers (Bro-C'hall) d'ar 15 a viz Gwengolo 1916. Mennet e oa pennoù uhel al lu saoz da dreuziñ ar fozioù difenn alaman. An tankoù a-vremañ a rank gellet fiñval buan hag a zo dafaret gant armoù lies, ur c'hanol tev en un douribel a c'hell treiñ, gant mindrailherezioù hag armoù all. Kemmesk int etre ur c'harbed hobregonet kreñv (evit gwareziñ ar vourzhidi), ur c'harbed harp-tan evit an troadegiezh, un enep-tan d'ar c'hanolierezh. Dre bezañ raouiet e-serr implij rodoù e vez tu d'an tankoù fiñval war tachennoù lies dreist-holl reoù diaes evel reoù boulilhennek pe traez. An tu a zo dezho aes da dizhout lec'hioù strategiel war an dachenn emgann. An tankoù a c'hell bezañ hollbouezus e meur a zoare en emgann, kement en argadennoù gant sikour o tan kreñv pe evit an difenn dre o hobregon tev. Ne ra forzh ar roll a vez roet dezho, ar fed ma c'hellont fiñval aes a sikour kalz a sikour kalz a-fed kadoniezh brezel. Pa oant erruet war an dachenn emgann o devoa degaset ur marevezh nevez er brezel, anvet ar brezel hobregonet.

Budapest, Panzer VI (Tiger II, Königstiger), Here 1944

An tankoù a-vremañ a zo liammet gant ar re gentañ bet gwelet ur c'hantved 'zo met a zo bet gwellaet a galz, a-fed kefluskerioù, armamant ha kadoniezhoù. Dre ar gwelladennoù lies bet degaset d'an tankoù, ez eo bet liesaet o rolloù war an tachennoù emgann. Tankoù ar C'hentañ Brezel-bed a oa savet gant Bro-Saoz ha Bro-C'hall evit terriñ linennoù difenn an enebourien war Talbenn ar C'hôrnog.

Gerdarzh kemmañ

Ur ger saoznek evit mirlec'h-dour eo, bet amprestet digant ar goudjarateg pe ar marateg. Implijet e voe da anv-kuzh gant lu ar Rouantelezh-Unanet pa veze o prientiñ an arm nevez-se e-pad ar Brezel-bed kentañ.

Istor kemmañ

 
Tank eus lu ar Rouantelezh-Unanet distrujet e Bourlon, Bro-C'hall, 1918

E meur a arme e oa bet studiet penaos sevel armoù nevez evel-se a-raok ar Brezel-bed kentañ. Gant lu ar Rouantelezh-Unanet e voe implijet da gentañ en un emgann e Flers (Bro-C'hall), d'ar 15 a viz Gwengolo 1916. Ne voent ket kavet gwall efedus ar gwechoù kentañ avat, met tamm-ha-tamm e voe ijinet tankoù efedusoc'h.

Etre an daou vrezel-bed e voe diorroet ijinennoù nevez. E-pad an Eil Brezel-bed e oa bet an tankoù armoù a bouez bras, dreist-holl war Talbenn ar Reter, ma voe emgannoù tankoù bras etre Alamagn hag an Unaniezh Soviedel, evel da skouer Emgann Koursk e 1943. E-touez an tankoù brudetañ eus ar mare-se emañ T-34 an Arme Ruz ha Tiger I ha Panther ar Wehrmacht. Hiziv c'hoazh eo pouezus an tankoù evel armoù er brezelioù.

Ijinadenn kemmañ

 
Patrom ur c'harbed-stourm gant Leonardo da Vinci

Mennozh an tank a zo kosoc'h evit donedigezh re an XXvet kantved ar mennozh a oa bet: kaout un harp-tan fiñv evit an droadegiezh. Ar c'hefluskerioù, an hobregon, raouiañ ar c'harbed a zegasas an tank a-vremañ. Hervez mammennoù lies, ez eo Leonardo da Vinci hag H.G. Wells o defe "ijinet" mennozh an tank.

Tresadennoù gant Leonardo da Vinci er XVvet kantved a ziskouez un doare "tank" lusket gant tud, gant rodoù ha kanolioù tro-dro dezhañ.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.