Taolenn an difankadennoù

Taolenn an difankadennoù, pe Taolenn Bristol ( Bristol Stool Chart e saozneg) zo un daolenn a vez implijet e medisinerezh evit renkañ an difankadennoù hervez o stumm .
Gant an doktored K. W. Heaton hag S. J. Lewis eus Skol-veur Bristol e voe savet, hag er Scandinavian Journal of Gastroenterology[1] e voe embannet er bloavezh 1997.
Kemmañ a ra stumm an difankadennoù hervez an amzer o deus tremenet er bouzelloù.

Doareoù an difankadennoù kemmañ

 
Seizh doare ar skeul

Seizh doare kaoc'h zo, hervez ar skeul :

  • Doare 1: Tammoù bihan kalet, rannet, evel kraoñ, diaes da skarzhañ).
  • Doare 2: Stumm ur silzigenn, met pouloudek.
  • Doare 3: Evel ur silzigenn, met garanoù war o gorre.
  • Doare 4: Evel ur silzigenn pe un naer, lampr ha dous.
  • Doare 5: Pelloù blot resis o bordoù (aes da skarzhañ).
  • Doare 6: Tammoù kotonek ha toazennek, dizingal o bordoù.
  • Doare 7: Dourennek, tamm solut ebet. Dourek penn-da-benn.

Kompren kemmañ

  • En doare 1 ha 2 eo anat eo kaledet ar c'horf[2].
  • En doare 3 ha 4 eo aesoc'h ar fank da skarzhañ.
  • En doare 5 ha 6 ez eus red-kof.
  • En doare 7 e c'hallfe bezañ kolera, pe kontammadur dre voued.

Notennoù kemmañ

  1. Scandinavian Journal of Gastroenterology
  2. "Constipation Management and Nurse Prescribing: The importance of developing a concordant approach" (PDF). Retrieved on 2006-11-06.

Liammoù diavaez kemmañ