Ur pennad telenn (disheñvelout) zo ivez.


Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Telenn dric'hement a Gembre

Un delenn a zo ur benveg-seniñ gant kerdin dizingal, pep kordenn evit un notenn disheñvel, staget a-dreuz ur stern tric'horn, hep boest ebet a-dreñv ar c'herdin.

Istor kemmañ

 
Un telennour egiptat, hervez ul livadur

Anavezet eo an delenn abaoe an Henamzer, unan eus binvioù seniñ koshañ an istor eo. Ar relegennoù gentañ a zo o tont eus ar c’hornog. E Ejipt, a-drugarez da hieroglifoù e teu war-wel telennoù ramplet, da lavaret ez eo ar c'herdin dalc’het gant un tamm koad e stumm ur gwreger. Diskouezet e vez ivez gant an hiezoglifoù kemmoù an delenn e-kerzh ar milvedoù.

En Impalaeriezh Nevez e oa tremenet an niver deus 5 kerdin da 10 hini, c’hoariet e vez telenn war-sav peogwir e oa deuet ar binvijioù da vezañ brasoc’h ha pounneroc’h. Ar Babiloniz eo hag a ijinañ an telennoù gant div lodenn lakaet war-wel, anvet eo an delenn gant talennoù tric’hornek.

War-lerc’h en em led an delenn betek Gres ha Roma. Ne ouezomp ket resis tre penaos eo ganet an delenn er C’honôg, met e seblant eo bet dreist-holl c’hoariet telenn adalek penn kentañ hon oadvezh er vroioù Skandinaviz ha Angl-ha-Saoz. Bez ez eus bet nemet telennoù e doare un tric’horn er C’honôg.

E-pad ar grennamzer, an delenn en deus ur perzh da ambrougañ ar rimadelloù, pe vefe e Europa an Norzh pe er broioù Keltiek. An delenn a oa ar benveg karetañ er Grennamzer. Meneget e vez an delenn e romantoù pe rimadelloù ar Grennamzer, ha skeudennet eo ivez an delenn war dornskridoù.

E-pad ar c’hantvedoù e vo tri mil gempennet an delenn. Met e 1697, ul luder eus Bavier, anvet Hochbrücker, a ijin ur mekanism nevez, e lerc’h e vez gant sikour troadikelloù evit kemmañ tonataioù. Adalek 1749, e erru an delenn-mañ e Frañs. E 1770, bruderezh e vez graet tro-dro d’an delenn e Bro C’hall, war-lerc’h donedigezh Marie-Antoinette deus Aostria, rak e teu da vezañ an delenn, benveg sonerezh ar rouanez. E 1880, Sebastien Erard an oberer piano, a ijiñ ur fiñv war an delenn evit e teufe da vezañ an delenn ur benveg kromatek.

Telenn glasel kemmañ

 
Telenn glasel

An delenn glasel pe an delenn troadikell, eo an delenn implijet el laz-senniñ, hag evit ar sac’h tonioù klasel. Honnezh a zo an hini rikamanetañ eus an holl delennoù. Bez ez eus ganti etre 40 ha 47 kerdiñ, ar pezh a ro dezhi ur skeuliad c’hwec’h eizhvetez. Dre vras eo ar c’herdin e bouzelenn deñvad, war-bouez an div eizhvetez izelañ, hag a zo e metal, anvet int kerdin skejennet. An notennoù uhelañ a zo int e nilon. A-wechoù memes, telennoù-zo n’o deus ket a kerdiñ e bouzelenn met e nilon. Ar pezh a ro un ton disheñvel pa vez sonnet gant ar benveg. Da c’houzout e kar muioc’h d’ar sonourion sondadeg c’hoari gant kerdin e bouzelenn, peogwir e ro ur sonenn ront ha frank, gwelloc’h evit anao al laz-sonioù.

En delenn glasel e vez liammet ar c’herdin hag an troadikelloù atav, evit gellout c’hoari diez ha blod. Ar fed da pouezañ war an troadikell e chench hirder vibradur ar c’herdiñ, ar pezh a kemm ar son. Bez ez eus seizh troadikell hag a kemm ar seizh notenn (Do, Re, Mi, Fa, Sol, La, Si) war pep eizhvetez.

Benveg-sonerezh kemmañ

Kef eilsoniañ kemmañ

Ar c’hef eilsoniañ a zo ur c’hef-dasson, staget eo outi ar c’herdin. Savet eo ar c’hef-dasson gant palikedadoù moan koad, rakstummet ha peget ouzh ur beg e koad. Toullet eo ar c’hef-mañ evit gellout stagañ ar c’herdin. En tu all d’ar c’hef ez eus toulloù bras evit e zafe kuit ar son. Hir tre eo da sevel, hag gwashoc’h eo, pa vez ledan an daol, da lavaret evit an telennoù sonadeg.

Kolonenn kemmañ

Dija en henamzer, e oa a-wechoù ur pez e koad evit derc’hel kempouez an nerzh resevet gant stennadur ar c’herdin etre ar c’honsol hag ar c’hef. Met ivez evit mirout dizistummet ar benveg-senniñ. E 1697, ur luder eus ar Bavier, a ijiñ ur stumm tric’hornek d’an delenn, en ur ouzhpennañ ouzh ar benveg ur c’holonenn. Setu perak ez eus hiziv c’hoazh war an telennoù-glasel ur c’holonenn e c'homm. Peogwir gant 47 kerdin e vez krouet un nerzh kreñvfoc’h eget 2 tonenn. Neuze e rank bezañ ar c’holonenn kreñv a–walc’h, gant fibrennoù karbon.

Ar sichenn kemmañ

Ar sichenn a zo ar pezh hag a stag ar c’holonenn hag ar c’hef eilsoniañ. Bezenniñ a za seizh troadikell, gant o gwiterell hag o sistem adkas. War ar sichenn eo staget ivez pevar pav evit dec’hel an delenn. War an delenn glasel e vez div ruilhenn e lec’h an daou pav dirak, evit gellout disblaseal aesoc’h anezhi eo.

An troadikelloù kemmañ

 
Troadikelloù an delenn glasel

An troadikelloù a servij d’an telennour da kemm notennoù, en ur uhelaat pe diskenn eus un hanter ton (blod, ha diez). Ar fed da pouezañ war an troadikell e tigas ar fiñv ur c’hemm d’an notenn c’hoariet. Bez e c’hell bezañ an delenn gant ur fiñv, da lavaret e vo div uhelder nemetken. Pe gant un delenn daou fiñv, ijinet gant Sebastien Erard e 1810, pep kerdin a c’hell c’hoari treir uhelder, da lavaret blod, ma vez an troadikell distardet ; naturel ma vez harpet an troadikell etre ; ha diez ma vez an troadikell stardet.

Kerdin kemmañ

An holl kerdin a zo ganto mentoù ha diametr disheñvel. War an delenn glasel e vez ar c’herdin e bouzelenn deñvad. An notennoù uhelañ, a zo ar c’herdennoù treutañ ha berrañ. Gant an notennoù uhelañ tout e nilon, peogwir ez eo padusoc’h. An notennoù izelañ, a zo ar re brasañ ha hirañ, ha bez emañ an div eizhvetez disheñvel e dir ilianennet. Da c’houzout eo livet kerdennoù-zo evit gellout dielfenn anezho buanoc’h. An holl kerdin e ruz a zo an DO, hag holl kerdin e glas pe et du a zo FA. E-mod all e chom an holl notennoù all diliv. Kentoniadeg an delenn a vez graet en ur sachañ mui pe vui pep kerdin, a-drugarez d’un alc’hwez.

Konsol kemmañ

Ar c’honsol a vez savet diwar meur a devder koad. Toullet eo ar c’honsol evit gellout tremenadenn ibilioù-liamm. Pep kerdin a vez stag ouzh un ibil da gentañ, ha war-lerc’h e bouez ar c’herdin war ur silh, ar pezh a dermen an hirder froumal ar c’herdin.

Telenn geltiek kemmañ

An delenn geltiek eo an anv a roer da veur a stumm telennoù bihan (telennoù pobl peurliesañ) a gaver e Bro Gembre, Bro Iwerzhon, Bro-Skos hag Breizh. Un arouez eus Iwerzhon eo ivez deuet da vezañ. E Breizh eo deuet da vezañ brudet abaoe ar bloavezhioù 1950, a-drugarez da Jord Cochevelou hag e vab Alan Stivell en deus adc’haneded an delenn geltiek.

 
Maouez o seniñ an delenn geltiek e New Salem Village, Illinois, SUA

An delenn geltiek a bihanoc’h eget an delenn sonadeg, hag aesoc’h da vaneañ. Ne zeus ket a troadikell ganti. An delenn geltiek en deus etre 32 ha 38 kerdin. Hiziv e vez kentoc’h a re se e nilon. Paliketennoù a vez a-us pep kerdiñ, servijout a reont evit chench eus un hanter-ton an notenn (diez ha blod). Erlec’hiañ a ra ar paliketennoù war an delenn geltiek, an troadikelloù war an delenn glasel. Disheñvel eo c’hoari an delenn geltiek diouzh hini an delenn glasel, koulskoude e c’hell bezañ ur benveg evit kregiñ da c’hoari telenn.

Ur sac’h-tonioù dezhi en deus ivez. Bez ez eus outañ abaoe ar mare e oa an delenn geltiek benveg seniñ sonerien-red. Evel just toiaoueg iwerzhon, skosat ha breizhat a vez ar brasañ implij eus an delenn geltiek. E-mod all kenglod a ra ivez gant tonioù classel hag ar sonerezh a-vremañ e-giz ar jazz, new age … Dreist amboug eo ivez an delenn geltiek gant un unkaner. An delenn geltiek a zo anavezet da gentañ evit bezañ ur benveg-senniñ dous hag kensoniet, hag a eztaol drantiz, melkoni ha hunvreadell. Met e c’hell bezañ an delenn pe dous tre pe a-razailh tre ivez, a-drugarez da c’hoari an efedoù electronikel.


Ar c'hoari kemmañ

Diazezet eo c’hoari an delenn abaoe an XVIII vet Kantved, a drugarez da Hochbrücker, hag en deus ivez peurglokaet he stumm.

E-kerzh an henamzer, eo bet graet war-dro dalc’h ar bizied e-pad ar c’hoari. C’hoariet e veze telenn gant ar re a-blaen gant ul lavnennet en dorn dehou. An dorn kleiz a servije da mougañ ar c’herdin n’o doa ket da froumal. War-an telennoù a-blom, a veze c’hoariet gant an delennourien ejipsian gant an daouarn etrezo ur c’hantad (4 notenn), ur pempenn (5 notenn) pe un eizhvetez (8 notenn).

Eus an tu all, e Iwerzhon betek an XVIIIvet Kantved e veze c’hoariet telenn en ur piñsat ar c’herdiñ etre an ivinoù. Adkavet e vez an deknik-mañ ivez e Amerika ar Su.

Er C’hornog e-pad ar grennamzer, e implij an delennourien an daou zorn evit c’hoari. Padal gant tri biz nemetken: ar biz-meud, ar biz-yod hag ar biz-bras. An deknik-mañ a zo bet implijet e-pad pell. Adkavet e vez roudoù eus an tri biz un tamm e pep lec’h, da skouer er pezh-c’hoari “Le chant d’Orfeo”, ar sonerezh skrivet gant Monteverdi a implij an tri biz nemetken.

Adalek an XVIII vet Kantved, ez eus bet kroget gant ar skolioù gall ha alaman da diazezañ an deknik c’hoari implijet hiziv hon deiz c’hoazh, a-drugarez da Pétrini, Cousineau, Hochbrücker ha Krumpholz. C’hoariet e vez gant pevar biz, da lavaret, ar biz-meud, ar biz-yod, ar biz bras hag ar biz-gwalenn. Gwelet e vez ar biz-bihan e-giz evit bezañ just a-walc’h re vihan evit gellout tapout an holl c’herdin. War-dro 1777, J.B. Krumpholz a embann un dastummad, diazezet war an deknik nevez. Sonioù nevez a vez ivez desket da skouer sonioù kendoniet da lavaret e eo e vez c’hoariet un notenn un eizhvetez izeloc’h eget ar son produet. Pe c’hoazh sonioù e “gitar”, sonioù c’hoariet tost tre deus an daol koad.


Telennourien brudet kemmañ

Turlough O'Carolan, ganet e 1670, an telennour iwerzhonad a-vicher diwezhañ eo. C’hoariet e vez c’hoazh hiziv an deiz e sonaozennoù.

Ruairi Dall O'Cathain, ganet war-dro 1570 ha marvet war-dro 1650, oa un telennour dall iwerzhonad ivez.

Francette Bartholomée, telennourez velgiat, kelennet en deus an delenn gromatek ha diatonek e mirvaoù Real ar sonerezh Vrusel ha Maastricht.

Vanessa Gerkens, telennourez velgiat ivez. Desket hedeus just a-walc’h an delenn e mirva Real ar sonerezh e Vrusel. Kelenn a ra an delenn e akademiezh Schaerbeek e Vrusel.

Paola Chatelle, telennourez belgiat adarre, sonadegez ha kelennerez eo ivez e akademioù Schaerbeek ha Tervuren.

Alan Stivell, a zo ur breizhad, e dad Jord Cochevelou hag e gelennerez Denise Mégevand. O zri o deus lakaet e plas azginivelezh an delenn e Breizh er bloavezhioù 1950. Savet en deus Jord Cochevelou an delenn breizhat kentañ an XXvet Kantved.

Athy, a zo an delennourez nemeti o c’hoari hag o krouiñ telenn elektrek e Arc’hantina. Kemmet he deus istor an delenn en he bro.

Loreena McKennitt, a zo un iwerzhonadez o vevañ e Kanada, anvet eo evit he « World Celtic Music ».

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.