Un dell zo ur sammad arc'hant savet gant un aotrouniezh bennak (ur stad, ur strollegezh) war an dud pe war an traoù a-benn talañ ouzh an dispignoù graet gant an aotrouniezh-se evit mad an holl.

Kemm a lakaer etre :

  • an telloù eeun, pe tailhoù, a rank an dud paeañ, bep bloaz, diwar o gounidoù hag o feadra ;
  • an telloù ameeun, pe taosoù pe gwirioù, a baeer war ar madoù beveziñ (taos war ar gwerzh ouzhpennet (TGO), taosoù war ar butun, an alkool, an trelosk...).