Terra Lliure ("Bro Dieub" e katalaneg) a oa un aozadur broadelour a rae gant ar feulster. Krouet e 1979 ez eas da get ez-ofisiel e 1995.

Setu palioù pennañ ar strollad.

An darn vrasañ eus izili kentañ Terra Lliure a deuas er bloavezhioù 80 eus aozadurioù ha strolladoù all, dreist-holl Epoca (Arme Pobl Katalonia), FAC (Talbenn Dishualded Katalonia), PSAN (Strollad Sokial evit an Dishualded Broadel), IPC (Dishualded evit ar Broioù Katalanek) ha JERC (Yaouankiz Tu-kleiz Republikanour Katalonia).

Embann a reas Terra Lliure disklêriadur kentañ ar strollad anvet “Galv ur Vro Dieub” 1 d'an 24 a viz Mezhven 1981, nebeut war-lerc'h ma voe bet klasket gant an arme en em ober gant ar galloud adarre dre an taol c'hwitet er parlamant Bro-Spagn, ar "Cortes" d'an 23 a viz C'hwevrer kaset da benn gant ar c'horonal archer (guardia civil) Tejero. Skignet e oa bet ar c'halvadenn-se e-kerz ur vodadenn veur anvet “La Crida a la Solidaritat” (Galv ar C'hengred) dalc'het e stadiom melldroad Barselona.

Kaset e oa bet da benn taol kentañ ar strollad e miz Mae pa voe tennet war ar c'helaouenner Federico Jiménez Losantos, o c'hloazañ anezhañ en e c'har.

Mervel a reas un ezel eus Terra Lliure, Martí Marcó i Bardellaevit d'e 19 vloaz, evit ar wech kentañ pa voe tennet warnañ gant ar polis d'ar 26 a viz Genver 1979. Pemp miz war-lerc'h e varvas Fèlix Goñi “Bruc” o kas ur vombezenn. Mervel a reas Josep Antoni Villaescusa e 1984 o fardañ ur vombezenn. E 1985 e voe lazhet Quim Sánchez pa darzhas ur vombezenn.

Etre 1981 ha 1984 e klaskas Terra Lliure kaout souten digant renkadoù labourerion Katalonia a-benn pouezañ war politikerezh ar vro. D'ar mare-se e veze skoet gant ar strollad war palioù resis: ar skinwelioù, embregerezhioù gall ha spagnolek, polis Spagn. O lakaat ur vombezenn da darzhañ en ul lêz-varn e voe lazhet gant ar strollad ar sivil nemetañ, anzavet evel ur fazi bras gante da heul.

Daoust ha ma voe harzet un nebeud pennoù eus an aozadur etre 1984 ha 1989 e teuas a-benn Terra Lliure da derc'hel penn ha diorroet e oa gante daou strolladig all evit harpaña anezhañ: ar c'hKomite Kengred ar Vrogarourion Katalanek (CSPC) hag al Luskad evit Difenn ar Vro (MDT).

En hañv 1988 e dalc'has Terra Lliure e IIIde Kuntell diazezet war tri skrid o teskrivañ ideologiezh terorikel ar strollad hag o tielfennañ levezon gwirion al luskad broadelour er gevredigezh. Abalamour da drubuilhoù diabarzh e krogas Terra Lliure da vont war wanaat hag e disklêrias d'ar mediaoù unan eus izizi kentañ ar strollad, Pere Bascompte, e oa an aozadur e-ser vezañ divoded.

Abalamour d'ar strivoù graet gant ar barner Garzón e 1992 da geñver ar C'hoarioù Olimpek e voe harzet 60 den sañset da vezañ liammet ouzh Terra Lliure.

E miz Gwengolo 1995, goude un nebeud mizioù hep taol ebet, e disklèrias ar strollad e oa bet divodet da vat.