Testamant neve eus hon Otro hac hon Salver Jesus-Christ

Testamant neve eus hon Otro hac hon Salver Jesus-Christ zo un droidigezh katolik[1] eus an Testamant Nevez, embannet e Gwengamp en ti B. Jollivet e 1853, e yezh Treger.

Ne ouzer ket ervat gant piv e oa bet graet an droidigezh, marteze gant an aotrou Jozef Joubin, person Lanrodeg, pe gant Leméhaussé[2].

Kalz aesoc'h da lenn gant an dud e oa an droidigezh-mañ eget hini Ar Gonideg, enni e-leizh a c’herioù nevez brezhoneg, a c’herioù gwall-gozh, pe a stummoù amprestet digant ar c'hembraeg[3].

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. "Approuvet gant an otro Mee, Escop a San-Briec" (29 Mezheven 1849).
  2. Leoriou ar baradoz, Yann Celton, 2002, p. 19
  3. Cf. Troidigezhioù ar Bibl e brezhoneg