The Bard's Tale (1985)

Ur c’hoari video savet gant Interplay Productions eo The Bard’s Tale: Tales of the Unknown hag embannet gant Electronic Arts war Apple II ha Commodore 64 e 1985. Embannet e oa bet ivez war Amiga, Atari ST, DOS, Amstrad CPC, ZX Spectrum ha Nintendo Entertainment System. Unan eus ar c'hoariou video kentañ a zo bet levezonet gant ar c'hoari den brudet kenan: Kevioù hag erevent.

The Bard's Tale
c'hoari video
HeuliadThe Bard's Tale Kemmañ
Heuliet gantThe Bard's Tale II: The Destiny Knight Kemmañ
Tachenndungeon crawl, RPG, urban crawl Kemmañ
Ti-embannElectronic Arts Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Deiziad embann1985 Kemmañ
AmlederSteam, GOG.com, Google Play, App Store Kemmañ
DiorroerInterplay Entertainment Kemmañ
Treset gantMichael Cranford Kemmañ
C'hoariustedC'hoari video unc'hoarier Kemmañ
Diaz embanncompact cassette, embannadur niverel, pellkargañ niverel Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.inxile-entertainment.com/ Kemmañ

Pal ar c'hoari a zo kavout Mangar an hudour drouk, gantan skornet razh an douaroù en-dro Kêr Skara Brae a-benn difenn an dud da vont er-maez pe e-barzh ar gêr. Bremañ e vez kavet kalz a grouaderezed iskis ha drouk e straedoù ar gêr.

Ar C'hoari kemmañ

E penn kentañ ar c'hoari e vez tu da grouiñ meur a dudenn gant micherioù disheñvel : Barzhed, stourmerien, marc'hegerion, huderion, menec'h, laeron, hemolc'hourien hag a ouennoù disheñvel: mab-den, korred, kornandoned, korriganed (hobbit), elfoù, orc'hed.

Goude eo ret mont e kêr evit furchal e milendall (ur c'hraou en un davarn, kastelioù, ur c'hatakomb). Ar c'hoarier a oa ret dezhañ tresañ kartennoù war follennoù paper evit dont a-benn d'adkavout e hent. Diaes-tre e oa ar c'hoari-se.

Liammoù a-diavaez kemmañ