The Pale Fountains a oa ur strollad sonerezh rock bet savet e Liverpool e 1980. Ennañ e oa Michael "Mick" Head (kan/gitar), Chris McCaffery (gitar boud), Thomas Whelan (taboulinoù) hag Andy Diagram (trompilh).

O sonerezh a oa levezont gant sonerien ar bloavezhioù 1960 evel Love, Burt Bacharach ha The Beatles. Daoust da veuleudiñ ar vurutellerien evit o div bladenn Pacific Street (1984) ha ...From Across the Kitchen Table (1985), ne dapjont tamm brud ebet pe dost, ha ne werzhjont ket kalz a bladennoù.O eil albom a voe produet Ian Broudie, hag a savfe e strollad anvet The Lightning Seeds ur pennadig goude. O single burzhudus anvet Thank You, a dapas 48vet plas hit parade Bro-Saoz e 1982. Ur pennadig goude e vo divodet ar strollad. Mick Head a savas ur strollad all, Shack e anv. Andy Diagram a zeas da seniñ gant James. Chris McCaffery a varvas e 1986 abalamour d’ur yoc’henn en e empenn. E miz Du 2007 ec’h embannas Mick Head e vefe adstrollet The Pale Foutains, gant ar pal aozañ div sonadeg a-benn miz C’hwevrer 2008. An abadenn gentañ a c’hoarvezas e Carling Academy Liverpool d’ar Sadorn 2 a viz C’hwevrer.


Pladennoù bihan (Single) kemmañ

  • (There's Always) Something on My Mind (miz Gouere 1982)
  • Thank You (miz Du 1982)
  • Palm of My Hand (miz Mae 1983)
  • Unless (miz Genver 1984)
  • Don't Let Your Love Start a War (miz Meurzh 1984)
  • Jean's Not Happening (miz Kerzu 1984)
  • ...From Across the Kitchen Table (Miz Even 1985)


Pladennoù LP kemmañ

  • Pacific Street (miz C’hwevrer 1984)
  • ...From Across the Kitchen Table (miz C’hwevrer 1985)
  • Longshot for Your Love (miz Even 1998)


Liammoù diavaez kemmañ