E kevredigezh Mab-Den, an tiegezh pe ar familh (eus al Latin: familia) zo un ensavadur war un dro sokial, gwirel hag ekonomikel a gaver dindan stummoù disheñvel en holl gevredigezhioù, hervez an antropologour Claude Levi-Strauss. An tiegezh zo ur strollad sokial a vod tud zo liammet etrezo dre ar gwad pe dre liammoù kerentiezh sevenadurel. Er pep brasañ eus ar c'hevredigezhioù ez eo an ensavadur pennañ a dalvez da zesevel ha da sokialaat ar vugale. Un tiegezh, ennañ an tad, ar vamm, hag o bugale, a vez graet tiegezh nukleel anezhañ. Gallout a ra bezañ enebet ouzh an tiegezh ledan.

An tiegezhioù, en hor c'hevredigezh dreist-holl, o deus ur bersonelezh lezennel, un anv, ul lec'h annez hag ur glad. Krouiñ a reont etre o izili ur redi lezennel ha sevenadurel a gengred buhezegezhel[1] ha danvezel[2], sañset o gwareziñ hag harpañ o diorroadur sokial, korfel ha santadurel[3].

An tiegezhioù, evel unanennoù sokializadur hag ensavadur diazez eus ar gevredigezh, zo un danvez studi evit sokiologourien an tiegezhioù. Ar c'henealogiezh eo studi an tiegezhioù, eus o lignezioù hag o istor. En Etologiezh pe e studi al loened, ez eur en em rentet kont ez eus strolladoù e kalz spesadoù zo damheñvel ouzh an tiegezhioù eus hor c'hevredigezh.

Tud an tiegezh kemmañ

Kentañ derez a gerentiezh kemmañ

En tiegezh gwelet adal an derez kentañ a gerentiezh emañ

An tiegezh ledan kemmañ

Meur a zerez all zo :

  • an diskennidi : ar mibien-vihan hag ar merc'hed-bihan, hag o bugale; ;
  • an diagentidi : tadoù-kozh ha mammoù-kozh;
  • an dud nes : an deuñv hag c'houhez ;
  • diagentidi nes: tadoù-kaer ha mammoù-kaer, eontred ha moerebed,
  • diskennidi-kar : mab-kaer ha merc'h-kaer, kendirvi ha kenitervezed

Notennoù kemmañ

  1. Sellet ouzh ar studiadennoù diwar-benn ar veñjañs hag ar vendetta.
  2. Sellet ouzh melladoù ar C'hod sivil diwar-benn ar redioù a sikour ha harp dleet etre priedoù, ar redi da bourveziñ peadra da vagañ ha da zesevel ar vugale.
  3. S.o. ar pennaennoù diwar-benn gwirioù ar vugale disklêriet gant an UNESCO, sellet ivez ouzh kelc'hlizherioù an Iliz katolik evit a sell broioù ar C'hornôg.