Til ungdommen ("Evit ar yaouankizoù"), anavezet ivez dre ar gerioù kentañ, Kringsatt av fiender ("gronnet gant enebourien"), zo ur varzhoneg eus 1936 gant ar barzh norgeat Nordahl Grieg. E 1952 e voe savet un ton warnañ gant ar sonaozour danat Otto Mortensen. Kanet eo bet gant un toullad mat a ganerien ha dreist-holl, goude lazhadeg an 22 a viz Gouhere 2011, e lidoù kounaat al lazhadeg.

Pa oa bet skrivet e 1936 gant Nordal Grieg e oa studier e Ny-Hellesund e Søgne, goude goulennet outañ gant ar politikour Trond Hegna, awenet gant Brezel Spagn.