Till Eulenspiegel zo un den eus mojennoù hanternoz Alamagn, anezhañ ur furlukin dibalamour ha paotr e droioù-kamm. Till eo e anv en alamaneg, Dyl Ulenspegel en alamaneg-izel, Tijl Uilenspiegel en nederlandeg[1], ha meur a stumm all zo c'hoazh da skrivañ e anv: Thyl, Thijl...
Embannet e voe e droioù-kamm ha skignet en Alamagn, Danmark, Izelvroioù, ha zoken e Bohemia, Pologn, hag Italia.

Puñs Till Eulenspiegel, e kêr Mölln.
Till Eulenspiegel, en embannadur Straßburg, e 1515)

Orin kemmañ

Hervez an hengoun e vije ganet Eulenspiegel en Kneitlingen e-tal Braunschweig war-dro 1300. Beajiñ a reas dre an Impalaeriezh Santel Roman, dreist-holl e hanternoz Alamagn, hag ivez en Izelvroioù, Bohemia hag Italia.

 
Maen-koun Till Eulenspiegel e Mölln

Istor kemmañ

E 1510/1511 e voe embannet, hep anv oberour, doare koshañ e droioù-kaer, hag anvet Ein kurtzweilig Lesen von Dyl Ulenspiegel, geboren uß dem Land zu Brunßwick, wie er sein leben volbracht hat... (Un oberenn fentus diwar-benn Dyl Ulenspiegel, ganet e bro Brunßwick, penaos en deus kaset e vuhez). Hermann Bote e oa an oberour, a greder, met dizemglev zo diwar-benn ar c'hraf-se.

E yezhoù all kemmañ

  • E saozneg e voe anavezet adalek an XIXvet kantved evel "Owlglass".

Koulskoude e oa bet meneget dija gant Ben Jonson en e gomedienn The Alchemist, hag abretoc'h zoken, en Owleglasse, gant Henry Porter en dastumad The Two Angry Women of Abington, e 1599.

Notennoù kemmañ

  1. Uilenspiegel, troet gant "fripon" e Geriadur brezhoneg -nederlandeg Jan Deloof ( http://www.vanhamel.nl/wiki/Jan_Deloof/Woordenboek_BZH-NL-BZH) .