Tim Burton
Anv ganedigezh : Timothy William Burton
Deiziad ganedigezh : 25 a viz Eost 1958
Lec'h ganedigezh : Burbank, Kalifornia
Stadoù-Unanet
Broadelezh : Stadunanat
Micher(ioù) : Filmaozer
Istorour
Produour
Filmoù a-bouez : Beetlejuice (1988)
Edward Scissorhands (1990)
The Nightmare Before Christmas (1993)
Planet of the Apes (2001)
Charlie and the Chocolate Factory (2005)
Sweeney Todd: The Demon Barber of Fleet Street (2007)
Liammoù diavaez

Tim Burton a zo ur filmaozer stadunanat.

Ganet e oa bet d'ar 25 a viz Eost 1958 e Burbank (SUA). Graet en deus e studioù e-barzh ar “California Institute of Arts” a-raok kregiñ gant e espet er blezadoù 70.

Labouret en deus war tresadenn-vev hir The Fox and the Hound, produet gant Disney e 1981. Goude en deus savet e gentañ film berr Vincent e 1982, hag un tamm àr-lerc’h en deus savet un all Frankenweenie (1984) hag a zo ul luadenn eus ar film Frankenstein hag eus filmoù an ti-produiñ Hammer.

E 1985 e krogas da sevel filmoù hir get Pee Wee's Big Adventure hag a ziskouez e feson d’ober filmoù, personnel-tre. Tri blez àr-lerc’h e savas Beetlejuice get an aktor Michael Keaton. Goude an dra-se en deus graet Batman (1989) hag ivez Batman Returns e 1992.

E 1990 e reas ar film Edward Scissorhands. Lâret evel unan ag e wellañ film, istor ur paotrig hanter robot, get ur galon ha tammoù houarn hir ha lemm e plas an daouarn, rak an hini en deus krouet anezhañ a zo marvet a-raok ma vefe peurachu. Johnny Depp eo a c’hoari an haroz.

Kalz a filmoù all en deus graet, an holl savet en e vod, iskis, du ha farsus war un dro.

Roll ar filmoù kemmañ