Timothy Thomas Powers (29 a viz C'hwevrer 1952 e Buffalo) a zo ur skrivagner skiant-faltazi amerikan. Hiziv an deiz e vez o chom e Muscoy (Kalifornia). Gwelet e vez evel unan eus krouerien al lennegezh steampunk, asambles gant James Blaylock ha K.W. Jeter. Kelenner darn amzer eo e skol arzoù kontelezh Orange (Kalifornia). El lod brasañ eus e romantoù e kaver tud wir ha darvoudoù istorel mesket gant elfennoù all ijinet gantañ. Da skouer e kaver Coleridge ha Lord Byron e-barzh The Anubis Gates (Lord Byron a gaver en-dro e-barzh The Stress of her Regard), ar morlaer saoz Barv Du e-barzh On Stranger Tides, pe c'hoazh Thomas Edison e-barzh Expiration Date.

Tim Powers en ICon e 2005

E vuhez kemmañ

Goude bezañ bet ganet e Buffalo e tilojas Powers hag e familh da Galifornia e 1959. Al lennegezh saoznek a studias e skol-veur stad Kalifornia e Fullerton. Eno e kejas gant K.W. Jeter ha James Blaylock. Gant Blaylock ec'h ijinas an dudenn anvet William Ashbless, hag a voe implijet gant an daou skrivagner en o oberennoù. Er memes koulz e kejas ivez gant Philip K. Dick. K. Dick a implijas Powers evel dudenn e Siva. E romant kentañ, The Drawing of the Dark e ditl, a skrivas e 1979, ha brudet e teuas da vezañ gant The Anubis Gates (1983). Resev a reas priz Memorial Philip K. Dick gant an oberenn-se.

E oberenn kemmañ

Romantoù kemmañ

  • The Skies Discrowned (1976), adembannet e 2004 gant An Epitaph in Rust e-barzh Powers of Two
  • An Epitaph in Rust (1976), adembannet e 2004 gant The Skies Discrowned e-barzh Powers of Two
  • The Drawing of the Dark (1979)
  • The Anubis Gates (1983)
  • Dinners at Deviant's Palace (1985)
  • On Stranger Tides (1987)
  • The Stress of her Regard (1989)
  • Rummad Fault Lines :
    • Last Call (1992), Priz Locus 1993, rummad romantoù Moliac'h
    • Expiration Date (1995), Priz Locus 1996, rummad romantoù spont
    • Earthquake Weather (1997), Priz Locus 1998, rummad romantoù moliac'h
  • Declare (2001)
  • Three Days to Never (2006)

Dastumadegoù danevelloù kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.