Timbroù Bahawalpour

Krouet eo bet priñselezh Bahawalpour (“Bahawalpur” e saozneg) e 1690 gant Bahadur Khan II. Emañ e Su ar Penjab, e Hanternoz ar Rajaputana. Ur Stad dizalc’h e oa mui pe vui betek 1947, pa teu da vezañ ur rann eus ar Pakistan.

Emired Khan IV, Khan V (mab) , Khan V (tad)
Emired Khan IV, Khan V (mab) , Khan V (tad)
Poltred Emir Bahawalpour – 1948
Poltred Emir Bahawalpour – 1948

Timbroù an India saoz zo bet implijet eno betek 1945. D’ar 1añ a viz Genver e teu er-maez ur rummad timbroù-servij gant alc’hwezioù e lizherennoù arabek hepken, o reiñ da anaout lec’hioù ha savadurioù ar vro.

D’ar 1añ a viz Kerzu 1947 ec’h embann melestradurezh ar postoù un timbr gant poltred Mohammad Bahawal Khan I, evit lidañ 200vet deiz-ha-bloaz an tiegezh e penn ar vro. Hervez reolennoù Unvaniezh Postoù ar Bed ez eo skrivet BAHAWALPUR gant al lizherenneg latin ivez. Ur proviñs eus ar Pakistan eo Bahawalpour abaoe ar 7 a viz Here 1947 met dalc’het he deus ar vro un emrenerezh postel avat.

14 timbr o skeudennaouiñ poltred priñsed ha savadurioù ar vro (moskeen Sadiq-Garh, palez Nur Mahal, kastell Derawar…) zo embannet d’ar 1añ a viz Ebrel 1948, an holl anezho o vezañ kizellet brav.

An timbr diwezhañ dindan anv Bahawalpour zo gouestlet da 75vet deiz-ha-bloaz Unvaniezh Postoù ar Bed (miz Here 1949).

57 timbr zo bet embannet gant postoù Bahawalpour etre 1945 ha 1949 ( 28 timbr-servij en o zouez). Timbroù Pakistan a vez graet gante bremañ.