Timbroù Enez ar Priñs Edward

Emañ Enez ar Priñs Edward (“Prince Edward Island” e saozneg) e hanternoz Amerika. Unan eus proviñsoù reterañ Kanada eo, ar bihanañ ivez.

Ar Rouanez Viktoria - 1861

Etre 1861 ha 1872 ez eo aet ur servij postel emren endro. Trizek timbr bennak zo embannet dindan an anv PRINCE EDWARD ISLAND, an holl anezho o skeudenniñ poltred ar Rouanez Viktoria I. Priziet mat int bremañ.

Goude bezañ chomet en entremar e-pad bloavezhioù ec’h asant Enez ar Priñs Edward bezañ ezel eus Kengrevredad Kanada d’ar 1añ a viz Gouere 1873.

Adalek 1873 e vez implijet timbroù Kanada war Enez ar Priñs Edward

Gwelout Timbroù Kanada