Timbroù Kreta - Burevioù aostrian

Burevioù-post zo bet meret e Kreta gant Aostria-Hungaria e fin an XIXvet kantved ha deroù an XXvet kantved war batrom burevioù Stadoù all Europa. E Chania, Heraklion ha Rethymno int bet digor evit fonusaat an darempredoù etre an enezenn – dalc’het gant an Durked – hag ar c’hevandir, etre 1890 ha 1914.

Timbr 5 kentim

Timbroù aostrian zo bet implijet eno, gant soulgargoù liesseurt meneg ar priz anezho : e piastroù ha para Turkia, e “soldi” Lombardia-Venezia, hag aliesoc’h gant gwenneien ha lurioù gall.

Kalzig timbrawourien a ra un diforc’h etre an timbroù skrivet e moneiz gall hag a vefe re « bPostoù aostrian e Kreta » hag an timbroù o friz e moneiz Turkia hag a vefe da renkañ e-touez timbroù « Postoù aostrian en Impalaeriezh otoman » pe « Levant aostrian ». Dister eo an diforc’h avat, an daou seurt o vezañ implijet e Kreta.

Timbroù gant ur priz e moneiz gall zo embannet e 1903 da gentañ hag e 1908 en diwezh, dre ur rummad savet evit enoriñ 60vet deiz-ha-bloaz m’eo bet anvet Franz-Jozef da impalaer Aostria ha Hungaria.

D’an 30 a viz Gwengolo 1914 eo serret ar burevioù aostrian e Kreta.

Liammoù kemmañ