Emañ Kroatia en Europa ar Su, o vezañ etre Slovenia, Hungaria, Serbia, Bosnia-Herzegovina, Montenegro ha Mor Adria.

Betek fin ar Brezel-bed kentañ n’eus ket eus Kroatia e gwirionez : ur rannvro eus Impalaeriezh liesyezhek ha liesbroadel Aostria-Hungaria eo. E 1918 avat eo savet Rouantelezh ar Serbed, ar Groated hag ar Slovened hag e krog postoù Kroatia da embann timbroù dre implij timbroù Hungaria soulgarget gant ar ger HRVATSKA (« Kroatia » e yezh ar vro).

Timbroù 1918 ha 1941

Kement-se a bado betek 1921, pa vo embannet timbroù evit ar Rouantelezh en he fezh.

Abalamour da aloubadeg Yougoslavia gant armeoù Hitler e-pad an eil Brezel-bed eo dismantret ar Rouantelezeh ha savet a-nevez e 1941 ur Stad kroatian « dizalc’h », da lavaret eo dindan kazel an nazied. Embann a ray timbroù betek 1945, un darn mat anezho o lakaat da dalvez ar bagadoù engouestlet gant an alouberien (strolladoù SS ha yaouankiz Oustachi) ha propaganda ar Stad. E-pad ar mizioù kentañ ec'h embann ar velestradurezh timbroù Yougoslavia soulgarget NEZAVISNA DRŽAVA HRVATSKA (= Stad dizalc’h Kroatia).

Timbr evit Lejion Kroatia
Timbr Kroatia 1941

Teuzet e vo Kroatia e-barzh Republik Kevreadus Poblel Yougoslavia goude ar brezel.

Savet e vo Republik Kroatia a varv da vev e 1991 dre guitaat Yougoslavia.

Liamm diavaez kemmañ

(e saozneg) Postoù Kroatia