Timbroù Sina – Burevioù rusian

Burevioù-post rusian zo digor gant ar velestradurezh impalaerel e Sina adalek 1870, ar re gentañ anezho o vezañ e Beijing, Kalgan, Tientsin, hag Urga (bremañ Oulan-Bator e Mongolia), da lavaret eo e kêrioù tost ouzh tiriadoù dindan dalc’h Rusia. Goude 1890 ez eo tro keodedoù Shanghai, Chefoo, Hankow, Porzh-Arthur ha Dairen a zegemer an hevelep burevioù.

Timbr 35 kopek - 1904

Timbroù implijet e Rusia ivez a vez graet gante e Sina betek 1899, gant ma ‘z eus moulet ar soulgarg "КИТАЙ" ("Sina" e rusianeg) warne. Liv ar soulgarg a c’hell bezañ du, glas pe ruz, hervez liv ar paper e-unan, evit kreñvaat an enebiezh. A-zerc’h pe a-blaen e c’hellont bezañ.

An holl dimbroù-se zo aes o c’havout da brenañ evit ur priz marc’hadmad bremañ c’hoazh, war-bouez unan a dalvoudegezh 14 kopek, soulgarget e liv glas, ha n’eur ket sur e vefe bet lakaet e gwerzh zoken.

25 kentim war 25 kopek - 1917

Daoust d’ar burevioù-post degemer moneiz Sina, ur “cent” sinaek o vezañ kevatal d’ur c’hopek rusian, e cheñch ar soulgarg e 1917 evit sklaeraat an traoù. E moneiz Sina ez eo dreistmoullet an timbroù hiviziken, ha skrivet gant lizherennoù latin. Talvoudegezh ar moneizoù o venel kevatal dalc’hmat. E 1920 ez eus moulet timbroù all dreistmoullet, nemet ne vezont ket lakaet e gwerzh evit al lodenn vrasañ anezho, ar burevioù-post e Sina o vont da serriñ ar bloaz-se.