Aloubet e voe Tibet gant armeoù Bro-Saoz etre 1904 ha 1908, ha kreñv e chomo levezon an impalaeriezh saoz er vro betek 1911. Gant ur Feur-emglev sinet d’ar 7 a viz Gwengolo 1904 etre ar Rouantelezh-Unanet ha Tibet (e saozneg « Convention between Great Britain and Tibet ») e voe aotreet servij-postoù ar Raj breizhveuriat da vont en-dro e Tibet. Timbroù trevadenn saoz India a voe graet gante neuze. Burevioù-post a voe digoret e Gartok, er C’hornôg, hag e Gyantse, Pharijong ha Yatung, dres war an hent etre India ha Lhasa.

Timbroù Sina 1911
Timbr 1913

Met tamm-ha-tamm e kreskas levezon Sina e Bro Tibet : e 1909 e teuas soudarded Bro ar C’hreiz e-barzh Tibet, tra ma yeas kuit an Dalai Lama en harlu da India.

E-pad daou vloaz e yeas en-dro pemp burev-post sinaat e Tibet Kreiz hag unan e Chambo (Tibet ar Reter) e 1913-1914. Er penn kentañ e veze implijet timbroù-post Impalaeriezh Sina, nemet e 1911 e voe lakaet e gwerzh ur rummad unnek timbr sinaat (1898) dreistmoullet e tibeteg, saozneg ha sinaeg evit un implij e Bro Tibet.

Ar bloaz-se end-eeun eo e paouezas renad an tierniezh Qing e Sina, pa voe embannet ar Republik d’ar 1añ a viz Genver 1912 gant Sun Yat-sen. Aet kuit lu Sina e tistroas an Dalai Lama da Lhasa ha buan (d’ar 14 a C’hwevrer 1913) ec’h embannas e oa dizalc’h Tibet diouzh Sina, hag e oa-eñ penn-meur ar vro. Ne voe ket klevet avat na gant broadoù Europa (Bro-Saoz, Bro-C’hall…), na gant Rusia pe ar Stadoù-Unanet.

Timbroù kentañ Tibet « dizalc’h » a voe embannet e 1913. Timbroù eeun int ha kinnig a reont brepred tresadenn leon an erc’h, arouez vroadel Tibetiz.

Timbr 1934

Divyezhek eo alc’hwez an eil rummad embannet e 1933 : gerioù e tibeteg (« Gouarnamant Tibet ») hag e saozneg (« Tibet » hepmuiken), war dammoù paper moan hag a stumm garrezek.

E 1951 e voe lakaet Tibet e-barzh Republik Pobl Sina, ne oa mui kaoz eus timbroù ispisial evit ar vro-mañ.

Gant tud dizonest ez eus bet lakaet e gwerzh timbroù faos heñvel ouzh re Tibet evit touellañ an dastumerien.

Anv zo eus timbroù-faltazi bet savet e 1974, warno penn Tenzin Gyatso, 14vet Dalai Lama, e-kichen kartenn ar vro, palez ar Potala, ar banniel broadel… Klasket ez eus bet gant an oberenn-mañ brudañ stourm Tibetiz ha dastum arc’hant evitañ.

Timbr Republik Pobl Sina 1952 - Palez Potala e Lhasa

Liammoù diavaez kemmañ

Pennadoù kar kemmañ