Timbroù Zoulouland

Statud ur vro gwarezet gant ar Rouantelezh Unanet he deus bet Zoulouland etre 1888 ha 1894. Melestradurezh ar Post a grogas da vezañ oberiant d’ar 1añ a viz Mae 1888, pa emezelas Zoulouland ha Natal da Unvaniezh Postoù ar Bed (U.P.B.).
Lakaet e voe e gwerzh timbroù saoz dreistmoullet gant Natal Revenue Zululand pe Zululand hepken e 1888. Etre 1888 ha 1894 ez eus bet graet gant timbroù Natal dreistmoullet « Zululand ».

Timbr ½ penny embannet e 1896
Timbr 1 penny

E-pad daou vloaz (1894-1896) ez eo deuet Zoulouland da vezañ un drevadenn saoz. Moulet ez bet eta timbroù ispisial gant poltred ar Rouanez Viktoria I, dindan an anv « Zululand ».

Lonket e voe ar vro gant trevadenn saoz Natal e 1896 hag implijet timbroù ar vro-se diwar neuze. Un tiriad eus Suafrika eo hiriv.

Pennad kar kemmañ