Un elfenn gimiek eo an titaniom ; Ti eo e arouez kimiek, 22 e niver atomek ha 47,867 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo an titaniom.

Titaniom
SkandiomTitaniomVanadiom

Ti
Zr
taolenn beriodek, Titaniom

Niver atomek 22
Rummad kimiek Metal ardreuzat
Strollad 4
Trovezh 4
Aozadur elektronek [Ar] 3d2 4s2
Niver oksidadur +2, +3, +4
Tredanleiegezh 1,54
Skin atomek 144,8
Tolz atomek 47,867



Istor kemmañ

E kailh ilmenit bet kavet e Kernev-Veur gant ar beleg kerneveurat William Gregor e 1791 e voe dizoloet an titaniom[1]. War-dro an hevelep mare e voe kavet ivez gant ar maenoniour aostrian Franz-Joseph Müller von Reichenstein, hogen ne voe ket gouest d'e dermeniñ. E 1796 e voe dizoloet adarre gant ar c'himiour prusian Martin Heinrich Klaproth en un tamm rutil en Hungaria, a roas un anv d'an elfenn nevez diwar ar ramzed anvet Titaned e gwengelouriezh Henc'hres.
En holl gevandirioù e kaver ilmenit ha rutil ; 6 000 tonennad ilmenit ha 700 tonennad rutil a voe kenderc'het er bed e 2011[2].

Perzhioù kemmañ

Kimiek kemmañ

Kalet ha skedus eo an titaniom, ha kreñv eo enep ar merglañ (dour mor, dour real ha klor). Digemm e chom pa vez lakaet da zaremprediñ ur vazenn hag an darn vuiañ eus an trenkennoù. Deviñ en aer a ra pa vez bruzhunet, ha gouest eo da darzhañ. Ne goll ket e liv, hag e levnañ a c'haller digudenn.
Er c'hailhoù houarn (Fe), ilmenit (FeTiO3) ha rutil (TiO2) e vez kavet en natur. Kenderc'het e vez dre lakaat e stumm oksidet (FeTiO3 pe TiO2) da dommañ gant karbon ha diglor (Cl2) a-benn kaout TiCl4, a vez tommet d'e dro gant gaz magneziom en un aergelc'h argon.

Izotopoù kemmañ

Eus 39,99 u (40Ti) betek 57,966 u (58Ti) eo skalfad tolz atomek izotopoù an titaniom. Pemp izotop stabil a gaver en natur : 46Ti (45,953 u), 47Ti (46,952 u), 48Ti (47,948 u), 49Ti (48,949 u) ha 50Ti (49,945 u) ; 48Ti a gaver an aliesañ (73,8 % eus an izotopoù Ti a gaver en natur).

Arver kemmañ

Kendeuzet e vez gant an dir a-benn e danavaat hag e wareziñ diouzh ar mergl. Gant aluminiom e vez kendeuzet ivez evit e danavaat.
Alies e vez kendeuzet gant vanadiom pe gouevr d'o c'haletaat, ha gant metaloù all : houarn, manganez, molibden, da skouer.
Poultr-tarzh a reer gant titaniom, evit ma vefe skedus ar flammennoù (tanioù-arvest).

An darn vrasañ eus an titaniom a denner eus an Douar a ya da sevel dioksidenn ditatiom (TiO2), a zo un enlivad gwenn-kann a gaver el livajoù, er paper, en toaz-dent hag er mezelloù, a-douez danvezioù all. Gant PbO2 e veze graet gwezhall, met paouezet ez eus bet en abeg da bistriusted ar plom (kleñved ar blomegezh, anvet saturnegezh ivez).
Er c'hirri-nij, en egorlistri, er bigi-brezel hag en armoù ez arverer titaniom kendeuzet gant aluminiom, vanadiom ha metaloù all, peogwir ez eus ezhomm a vetaloù skañv, kalet, na faoutont ket, na verglont ket hag a zalc'h pell. E kement kenderc'had greantel a rank herzel ouzh ar mergl ez implijer kendeuzadoù titaniom.

Daveennoù kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. EMSLEY John, Nature's Building Blocks : An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2003 ISBN 978-0-19-850340-8 (en)
  2. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 13 HER 12


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok