Tomoe Gozen a oa ur vaouez samourai e diwezh ar Marevezh Heian en XIIvet kantved e Japan.

Tomoe Gozen – Merkit daou gleze ar samourai, unan hir hag unan berr

Dimezet e oa gant Minamoto no Yoshinaka, met ne chome ket er gêr da c'hortoz he gwaz, pell alese. E heuliañ a rae war an tachennoù-emgann ha kemer a rae perzh er c'hadoù.

Gant daou gleze, a oa brient ur samourai, hag un naginata (un doare falc'h japanaat) e veze o stourm war varc'h hag o tiwall he gwaz diouzh e enebourien. Anzavet e veze he nerzh hag e c'halonegezh gant an holl gadourien (bushi), kamaladed pe get.

He gwaz, Minamoto no Yoshinaka, breur Yoritomo ha Yoshitune, a oa ur jeneral lemm. Dre ma oa lemm betek re hervez e vreudeur e voe muntret ganto.

Goude kement-se, Tomoe Gozen a baouezas d'en em gannañ hag a yeas da leanez voudaat. Krog e voe ar vojenn d'en em ledañ ha lakaet e voe e buhez da bezhioù-c'hoari .

Tomoe Gozen a vez adkaet alies e-kerzh gouel Jidaï Matsuri e Kyōto d'an 22 a viz Here.

Daveoù kemmañ

  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける