An imapalaer Tongzhi, badezet Zaichun pa oa ganet (27 a viz Ebrel 1856 - 12 a viz Genver 1875) a oa an navet impalaer eus an tierniezh manchou Qing, hag an eizhvet eus e linez a renas war Sina, etre 1861 ha 1875.

Dont a reas Tongzhi da vezañ impalaer da 5 bloaz pa'z eas e dad, an impalaer Xianfeng, da anaon. E vamm, Cixi, a zeuas da vezañ an impalaerez trederannerez Ci'an, hag e eontr, ar priñs Gong, a zeuas da vezañ rejañt goude bezañ skarzhet an hini kentañ, Sushun.

Mervel a reas gant ar vrec'h da 18 vloaz.


En e raok:
Xianfeng
Impalaerien hag impalaerezed Bro-Sina
18611875
War e lerc'h:
Guangxu