Toomas Hendrik Ilves

Toomas Hendrik Ilves (ganet d'ar 26 a viz Kerzu 1953 e Stockholm) zo ur politikour estonian, prezidant ar vro etre 2006 ha 2016.

Ganet e oa Toomas Hendrik Ilves e Stockholm (Sveden) dre ma oa tec'het kuit e dud diouzh Estonia goude aloubidigezh ar vro gant ar Soviediz e 1940. Bevañ a reas er Stadoù-Unanet ma reas e studioù war ar vredoniezh betek fin ar bloavezhioù 1970. Kelenn a reas goude-se e New Jersey hag e Vancouver (Kanada). Etre 1984 ha 1993 e labouras e Radio Free Europe.

Goude dizalc'hiezh Estonia e 1991 e krogas gant ar politikerezh ha mont da gannadour e vro e SUA, Kanada ha Mec'hiko. Ministr an aferioù estren e voe etre 1996 ha 1998 hag etre 1999 ha 2002.

Dilennet e voe da brezidant Estonia e miz Gwengolo ha kroget gant e garg d'an 9 a viz Here 2006. Addilennet e voe e miz Eost 2011.