Tour an Avelioù eo an anv a vez graet eus un tour eizhkornek, a oa un horolaj dre zour (horologion a vez graet anezhañ ivez), savet en Aten war-dro 50 kent JK gant Andronicus Cyrrhus e forom roman an amzer. Hervez mammskridoù zo koulskoude e c'hallfe bezañ bet savet er c'hantved kent, a-raok ar peurrest eus ar forom.

Tour an avelioù
Tour an avelioù.
Tour an avelioù en Aten, lodenn eus an uhelvos ma weler doueed an avelioù hellazat Boreas (avel an hanternoz) en tu kleiz ha Skiron (avel walarn), en tu dehou.

En diabarzh e oa un horolaj dre zour (clepsydra), hag ac'h ae en-dro gant dour o tiskenn eus an Akropolis.


Pep hini eus an eizh mogerenn a ziskouez unan eus an eizh avel o nijal dre an oabl.

Eizh avel an eizh mogerenn kemmañ

  • Boreas, diskouezet gant blev ha barv foutouilhek, en ur sae stummet evel un avel-dro, ur grogenn en e zorn,
  • Kekias, avel eus ar biz, gant ur skoed leun a gazarc'h
  • Apeliotes, avel reter, en ur sae leun a frouezh ha pennoù-ed
  • Euros, avel c'hevred, barvek, en ur sae dev,
  • Notos, avel greisteiz, o skuilhañ dour,
  • Lips, avel vervent, krog en aros ul lestr
  • Zefiros, avel gornok, divarv, o skignañ bleunioù eus e vantell
  • Skiron, avel walarn, gant ur gaoter, arouez ar goañv.

Horolajoù-heol, horolaj dre zour kemmañ

Dindan an uhelvos an eizh avel ez eus nav horolaj-heol.

Tour-iliz kemmañ

E penn kentañ an oadvezh kristen e oa deuet an tour da vezañ tour un iliz vizantinat. Damc'holoet e oa bet gant douar ken na voe dizouaret en XIXvet kantved gant Kevrediezh Hendraouriezh Aten.



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.