Tre ha lanv a reer er moroniezh eus ar mareoù-mor, da lavaret eo fiñvoù ar morioù hag ar meurvorioù dindan levezon dedennerezh an Heol hag al Loar, dindan levezon an nerzhioù inertiezh a zeu diwar troiadur an Douar tro-dro da greizenn-dolz ar reizhiadoù Douar-Heol ha Douar-Loar, ha dindan levezon troiadur an Douar war e ahel.

Lanv ha tre
Tre ha lanv e Bae Fundy, Nova Scotia, Kanada
Izelvor goude an tre
Uhelvor goude al lanv

Ar mareoù-mor zo un anadenn a weler war aodoù an holl vorioù bras pa zeu ul luskelladur etre o live uhelañ hag o live izelañ e-doug un devezh-Loar hepken, da lavaret eo 24 eurvezh ha 50 munutenn.

An tre eo lusk live ar mor pan a war-draoñ div wech en deiz (unan hepken er Meurvor Habask). Goude dezhañ bezañ bet en e izelañ e paouez ar mor da ziskenn ; kerkent e krog da sevel en-dro : al lanv eo a-nevez neuze. Pa zeu an tre e vez kasennoù a c'hell bezañ kreñv e lec'hioù strishaet evel an aberioù hag etre an inizi hag ar c'herreg. Un dañjer bras eo evit an neuñvierien, ar bigi bihan hag listri hep nerzh poulzerezh kreñv a-walc'h.

Al lanv eo lusk live ar mor pa zeu war-grec'h bemdez, pe div wech en deiz a-wezhioù. Goude dezhañ bezañ bet en e uhelañ e paouez da sevel ; kerkent e krog da ziskenn en-dro : an tre a vez a-nevez neuze.

Pa vez loar nevez pe loargann, eleze pa vez al Loar, an Douar hag an Heol war un ahel hepken, e vez sammet o nerzhioù dedennañ, ar pezh a zegas mareoù-mor bras : uhel e sav ar mor. Tro-dro da gedezioù miz Meurzh ha miz Gwengolo e c'hoarvez bep bloaz.
En enep, pa vez loargresk pe ziskarloar, da lavaret eo pa vez an ahel Heol-Douar a-serzh d'an ahel Douar-Loar, e vez mareoù-mor bihan : bihan eo an diforc'h a live etre ar mor uhelañ hag an hini izelañ. Tro-dro da c'hoursavioù-heol miz Mezheven ha miz Gwengolo e c'hoarvez bep bloaz.

Geriaoueg kemmañ

  • Aod vev (b./g.) : ar rann eus ribl ar mor a vez goloet gant al lanv ha dizoloet gant an tre da bep mare-mor.
  • Chal (g.) : al lanv e gwenedeg.
  • Daere (g.), dazre (g.) : an izelvor, a vez pan eo echu an tre ; goude-se e kresk live ar mor war an aodoù en-dro.
  • Dichal (g.) : an tre e gwenedeg.
  • Gourlen (g.) : an uhelvor, eleze pan eo echu al lanv ; goude-se e tigresk live ar mor war an aodoù en-dro.
  • Lanvre (g.), heled (g.) : ampled ur mare-mor en ul lec'h, da lavaret eo an diforc'h a live etre an uhelvor hag an izelvor a oa en e raok pe a zo war e lerc'h ; betek 12 metr e sav e Mor Breizh, endra chom dindan 0,5 metr er Mor Kreizdouar. Gant ar ger lanvre e reer ivez evit merkañ liveoù uhelañ hag izelañ ar mareoù-mor e-pad ur prantad resis[1].
  • Mare(-mor) (g.) : lusk an tre hag al lanv ; amprestet eo bet ar ger mare digant ar galleg marée, eus mer, "mor". Ledanaet eo bet e ster evit ur prantad hir pe verr.
  • Marvor (g.) : mare-mor gwan.
  • Morad (g.) : mare-mor ; implijet e vez ivez evit ar prantad amzer mac'h a ar bagoù-pesketa er mor.
  • Reverzhi (b.) : mare-mor kreñv.

Orin ar c'hoarvoud kemmañ

 
A. Mare-mor kreñvañ : Loar a-eeun gant an Heol
B. Mare-mor gwanañ : Loar a-skwer gant an Heol
  1. Heol
  2. Douar
  3. Loar
  4. Dedennerezh an Heol
  5. Dedennerezh al Loar

En abeg da zistummadur ar meurvorioù dindan nerzh dedennañ an Heol hag al Loar e vez tre ha lanv. Disheñvel eo ar mareoù-mor hervez al lec'h ma c'hoarvezont war an Douar : seul dostoc'h e vezer d'ar c'heheder, seul vihanoc'h e vez an diforc'h etre live izelañ ha live uhelañ ar mor. Disheñvel ivez e vez ar mareoù-mor hervez lec'hiadur al Loar e-keñver an Heol : en o bihanañ e vezont pa vez al Loar a-skwer gant an Heol, hag en o c'hreñvañ pa vez a-eeun gantañ.

E koskoriad an Heol, an holl blanedennoù a dro tro-dro d'an Heol ha desachet e vezont gantañ dre lezenn fizikel ar gravitadur hollvedel, bet prouet gant Isaac Newton er bloaz 1687 : daou gorf-egor bennak a zesach an eil egile gant un nerzh hag a zo kenfeuriek ouzh o zolz hag ouzh karrez an hed a zo etrezo ; neuze, seul vrasoc'h an daou gorf ha seul verroc'h an hed etrezo, seul greñvoc'h an nerzh dedennañ. Heverk e vez efed an nerzh-se war zanvezioù distummadus evel dourioù morioù ha meurvorioù an Douar.

Tolzennek-tre eo an Heol, ha tost a-walc'h d'an Douar (149 597 870 km), neuze ez eo kreñv e nerzh dedennañ war hor planedenn. Bihan eo al Loar, hogen tost-tost d'an Douar (384 400 km, hed keitat), setu e wered war live ar morioù ivez. Dister eo gwered planedennoù all ar c'hoaskor dre ma'z int re bell e-keñver o zolz.

Ouzhpenn da gement-se e tro hor planedenn tro-dro da greiz ar gravitadur Douar-Loar ; 81 gwezh brasoc'h eget al Loar eo tolz an Douar, setu ez eo he c'hreizenn c'hraviter 81 gwezh tostoc'h d'he c'hreiz eget da greiz al Loar[2] ha dre-se e c'houzañv an Douar un nerzh kreiztec'h he c'has a-vaez d'he c'helchtro. Daou nerzh neuze a laka ar mareoù-mor da c'hoarvezout war gorre an Douar : kemmesk nerzhioù dedennañ an Heol hag al Loar, hag an nerzh kreiztec'h a zeu diwar droiadur ar reizhiad Douar-Loar.

En abeg d'an nerzhioù-se e vez distummet gorre ar meurvorioù, a c'han daou vourled war an ahel Douar-Loar : koeñvet e vez ar morioù etre an Douar hag al Loar, hag en tu all ivez war an ahel ; brasoc'h e vez ar bourledoù pa vez an ahel Loar-Douar war an hevelep linenn hag an ahel Douar-Heol.

Strad ar morioù ha gorre an Douar a vez distummet ivez[3] : disheñvel e vije an dremmvaoù mar ne vije ket eus nerzhioù dedennañ an Heol hag al Loar ; mareoù zo en aergelc'h ivez, hogen hogos diwelus int. E gwirionez neuze, ar pezh a welomp war an aodoù eo an diforc'h etre mareoù pluskenn an Douar ha re ar morioù.

Mareoù a vez e kement korf-egor ha heverenn a zo e koskoriad an Heol pa veont tost da gorfoù all : mareoù kreñv-kenañ zo war Io, al loarenn dostañ d'ar blanedenn Yaou.

Luskoù ar mareoù-mor kemmañ

Rummatadur ar mareoù-mor hervez al lec'h kemmañ

Gant nerzh dedennañ an Heol hag al Loar e vez ganet gwagennoù mareoù-mor ; dre skignerezh ar gwagennoù-se e c'hoarvez tre ha lanv war an aodoù. Buan e vezont skignet pa vez don ar mor (war-dro 200 metr dre eilenn er Meurvor Atlantel, eleze 720 km/eur), kalz gorrekoc'h er morioù bas (15 metr dre eilenn e Mor Breizh, da lavaret eo 54 km/eur). Diouzh tizh ar wagenn e vez eurioù ar mareoù-mor, ha neuze an dislank eurioù etrezo hervez al lec'h. En daolenn amañ a-is emañ an diforc'h etre daou borzh e Breizh : Pornizh (44) er Su ha Kankaven (35) en Norzh.

D'an 10 a viz Ebrel 2024
Pornizh[4] Kankaven[5]
Izelvor 00:40 04:04
Uhelvor 06:13 09:09
Izelvor 13:00 16:28
Uhelvor 18:25 21:28

Arabat eo avat droukveskañ tizh skignerezh ar wagenn hag he "oad", eleze an dislank eurioù a zo etre ul lec'h war an Douar ha lec'h al Loar en egor : war-dro 36 eur goude al loargann eo an dislank-se e Breizh.

Diouzh lec'hiadur an aod, he stumm fizikel, ec'honder al lennad dour, donder ar mor, stumm e strad, hag all, e vez ampled ha mareadegezh ar mareoù-mor. Un diforc'h bras zo etre aodoù Mor Breizh, ma vez bras ar mareoù, hag ar Mor Kreizdouar, ma vez a-boan merzet an tre hag al lanv.

An doareoù luskoù er bed
 
  • ██ Damzeiziek
  • ██ Deiziek
  • ██ Kemmesket
  • Pevar doare mareoù-mor zo bet termenet, hervez ledred ul lec'h ha stumm e aodoù.

    • Mareoù-mor damzeizek : daou uhelvor ha daou izelvor a vez e-pad 24 eur 50 (1 deiz-Loar) ; damzeizek e vez ar mareoù-mor er Meurvor Atlantel hag e Breizh.
    • Mareoù-mor damzeizek gant dizingalded deizek : daou uhelvor ha daou izelvor e-pad 1 deiz-Loar ivez, met disheñvel an uhelderioù a lanv da lanv hag a dre da dre ; e Meurvor Indez e c'hoarvezont.
    • Mareoù-mor deizek : un uhelvor hag un izelvor e-pad 1 deiz-Loar ivez ; pleg-mor Finland, Mor Baltel, pleg-mor Mec'hiko ha Mor Indez-Sina.
    • Mareoù-mor kemmesk : a-hed ul loariad e vez mareoù-mor deizek en deroù hag a dro nebeut-ha-nebeut da reoù damzeizek gant dizingalded deizek ; Meurvor Habask, Mor Adria ha Mor Egea.

    Rummatadur ar mareoù-mor hervez an orin kemmañ

    Diwar verniadur gwagennoù rummataet hervez o amzervezh hag o orin fizikel e c'hoarvez ar mareoù-mor. Tost da 12 eurvezh (mareoù-mor damzeizek) ha da 24 eurvezh (mareoù-mor deizek) eo amzervezhioù pennañ ; harmonikoù zo d'ar gwagennoù mareoù-se, anvet M2, S2, N2, K2 (damzeizek) ha O1, K1, P1, Q1 (deizek), an ampledoù o vezañ urzhiet war zigresk.[6].

     
    Reverzhi e Bulacan, Filipinez e 2017
    Harmonikoù pennañ ar gwagennoù mareoù-mor
    Anv Orin Amzervezh Ampled
    Damzeizek
    M2 Loar, pennañ 12 eur 25 mn 100%
    S2 Heol, pennañ 12 eur 00 mn 46,5%
    N2 Loar, bras, elipsek 12 eur 40 mn 19,1%
    K2 Deklinadur Loar-Heol 12 eur 58 mn 12,6%
    Deizek
    K1 Deklinadur Loar-Heol 12 eur 56 mn 58,4%
    O1 Loar, pennañ 12 eur 49 mn 41,5%
    P1 Heol,pennañ 12 eur 04 mn 19,3%
    Q1 Loar, bras, elipsek 12 eur 52 mn 7,9%

    Lanvre kemmañ

     
    Tri foent amfidromek (1, 2, ha 3) zo e Mor an Hanternoz

    An diforc'h a live etre an uhelvor hag an izelvor a oa en e raok pe a zo war e lerc'h eo al lanvre. Diwar ar mann douradurel, da lavaret eo al live izelañ-holl a vez tizhet gant ur marvor en ul lec'h, e jeder uhelder ar mareoù-mor el lec'h-se.

    Kemm-digemm dizehan eo al lanvre en ul lec'h, neuze ez eo kemm-digemm ivez an aod vev.

    War-dro 1 metr eo al lanvre keitat er c'heinvor. Pa vezer tost d'an aodoù e c'hall bezañ etre 0 metr ha tremen 12 m, hervez tolzennad an dour ha stumm an aod. Brasoc'h e vez al lanvre pa vez an aod e stumm ur founilh. E Bae Fundy (Nova Scotia) ha Bae Ungava (Québec) e Kanada e vez al lanvreoù brasañ. Bras ivez e vezont e Mor Havren er Rouantelezh Unanet etre Bro-Saoz ha Kembre ; e Kankaven e vez ar re vrasañ e Breizh[7]. Er Mor Kreizdouar, er Mor Baltel hag er Mor Karib e c'hoarvez al lanvreoù bihanañ.

    Ar moroniour aostralian J. L. Davies en devoa kinniget e 1964 rummata endroioù an aodoù hervez o lanvre pa vez reverzhi[8],[9],[10]. Tri metoù zo bet termenet gantañ :

    • Mareoù-mor bihan (micro-tidal) : pa vez al lanvre bihanoc'h eget 2 vetr ;
    • Mareoù-mor etre (meso-tidal) : pa vez al lanvre etre 2 vetr ha 4 metr ;
    • Mareoù-mor bras (macro-tidal) : pa vez al lanvre brasoc'h eget 4 metr.

    Er meurvorioù, a zo digoroc'h eget ar morioù, e vez al lanvre etre 0,6 ha 0,9 metr. Brasoc'h-brasañ e vez a-feur ma tostaer d'an aodoù. Poent amfidromek a reer eus ul lec'h ma vez al lanvre tost da 0 metr.

    Kenefederioù mare kemmañ

    Diwar al lanvre e vez termenet kenefeder ar mare, eleze ampled ur mare-mor resis e-keñver ar mare-mor keitat en ul lec'h. A-gantvedennoù e vez termenet ar c'henefederioù K, a zo etre 20 (marvor) ha 120 (reverzhi), dre rannañ al lanvre damzeizek dre lanvre keitat ar reverzhioù kedezel :

     
    •   : uhelder an dour en uhelvor.
    •   : uhelder an dour en izelvor da heul an uhelvor.
    •   : lanvre keitat el lec'h.

    E Bro-C'hall, hag e Breizh neuze, e vez jedet gant ar SHOM (Service hydrographique et océanographique de la marine) e Brest evit porzh Brest ma vez   metr. Ar jedadennoù-se zo lakaet da dalvezout evit aodoù ar Meurvor Atlantel hag evit Mor Breizh, pa n'eus hogozik diforc'h ebet etre ar gwagennoù mareoù-mor enno.

    Anvet e vez ar mareoù-mor hervez o c'henefeder   :

    •   : marvor eizhañ ;
    •   : marvor etreat ;
    •   : marvor ;
    •   : reverzhi ;
    •   : reverzhi etreat ;
    •   : reverzhi eizhañ.

    Yezh kemmañ

    Tro-lavar
    • Ne ra na tre na lanv : ne ra netra, ne skuizh ket, ne fiñv ket.
    Krennlavar
    • Etre an tre hag al lanv / E c'hall pep hini skrivañ e anv.

    Levrlennadur kemmañ

    • (fr) Bouin, Marie Noëlle. Étude de la flexion continentale sous la charge océanique à partir des données RGP. In : Bulletin d’Information de l’IGN niv. 73 (2002/3), pp. 81-88. Kavet : 10 Ebr 24.

    Liammoù diavaez kemmañ


     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Pennadoù kar kemmañ

    Notennoù kemmañ

    1. (en) (fr) Reolad ISO 772:2011. Kavet : 10 Ebr 24.
    2. (fr) Les mouvements de la Terre. Kavet : 10 Ebr 24.
    3. Bouin, 2002, p. 81.
    4. SHOM
    5. SHOM
    6. Bouin, 2002, p. 82.
    7. (en) here are the highest tides? @ Tides & Currents. Kavet : 10 Ebr 24.
    8. (en) Davis, J. L.. A morphogenic approach to world shorelines. In : Zeitschrift fur Geomorphologie, levrenn. 8,‎ 1964, pp. 127-142.. Kavet : 10 Ebr 24.
    9. (fr) Guilcher, André. Une approche de la géomorphologie littorale pa J. L. Davies. In : Annales de géographie, niv. 460, 1974, pp. 720-721. Kavet : 10 Ebr 24.
    10. (en) Masselink, Gerhard & Short, Andrew D.. The Effect of Tide Range on Beach Morphodynamics an Morphology : A Conceptual Beach Model. In : Journal of Coastal Research, levrenn 9, niv. 3, 1993, pp. 785-800. Kavet : 10 Ebr 24.