Tremazan zo anv ur c'hastell e Landunvez, e Bro-Leon, savet war un duchenn roc'hellek dirak Porsal. Ne chom nemet dismantroù anezhañ, tammoù eus un tour karrezek, aet d'an traoñ tammoù anezhañ e goañvezh ar bloaz 1995.

MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Kastell Tremazan e 1992
Kastell Tremazan hiziv an deiz

Daoust d'an tour-meur bezañ kouezhet en e boull, e chom heverk ar savadur : 30 metr uhelder zo dezhañ ha pevar estaj. N'eus nemet tri zour-meur karrezek evel-se e Breizh : emañ ar re all e Hazhoù hag e Klison. Savet e vije bet an tour-meur-se etre 1330 ha 1350, hervez ar studiadennoù nevesañ[1]. Ur voger gentañ a oa bet savet goude, er XIVvet kantved, hag un eil er XVvet kantved.

Istor kemmañ

Stag eo anv Tremazan ouzh hini sant Tangi, hag e c'hoar Eodez Tremazan. Duchatel pe du Chastel e oa anvet tiegezh perc'henned ar c'hastell, ha Tangi zo bet un anv-badez douget gant meur a vab er familh.

Hervez ar richenn e oa bet savet ar c'hastell gant un aotrou Bernard du Chastel pa oa deuet en-dro eus Brezelioù ar Groaz, e 1248. En hanterenn gentañ ar XIVvet kantved e kaver meneg asur eus ar c'hastell en istor, e-pad Brezel hêrezh dugelezh Breizh : a-du gant Yann Moñforzh e oa ar familh du Chastel ; d'un aotrou anvet Bernard du Chastel ivez, a oa diskennad d'ar Bernez kentañ, e taskoras Charlez Bleaz e gleze en emgann ar Roc'h-Derrien, e 1347. Pa zeuas ar peoc'h en-dro e tostaas ar familh d'ar C'hallaoued, hogen pa zeuas an dug Yann IV en-dro, e 1379, e savjont a-du gantañ adarre.

E dibenn ar XVIvet kantved e tremenas ar c'hastell etre daouarn an tiegezh Reoz (Rieux), hag etre meur a familh all goude, a-raok bezañ prenet gant Louise de Keroual e 1684. Adwerzhet e voe meur a wech goude. Un ti-feurm e oa deuet da vezañ en XIXvet hag en XXvet kantved. E 1999 e voe prenet gant kumun Landunvez. Hiziv e klask ar gevredigezh « SOS Château de Trémazan » lakaat gwareziñ ar c'hastell ha ledañ gouiziegezh diwar-benn e istor.

Levrlennadur kemmañ

  • Le Trémazan des Du Chastel, du château fort à la ruine aktaoù kollok Brest e 2004, dindan renerezh Yves COATIVY, CRBC - Association SOS Château de Trémazan, 2006
  • Le château fort de Trémazan, Association SOS Château de Trémazan, 1999

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Le château fort de Trémazan, Association SOS Château de Trémazan, 1999, p. 26