Trevelin
Trevelin (Trevelín a vez skrivet a-wechoù gant spagnolegerien, Trefelin e vije e kembraeg) zo ur gêr e gwalarn Proviñs Chubut, en Arc'hantina er Wladfa, tost d'an harzoù gant Chile, e departamant Futaleufú, war lez ar stêr río Percey. 516 km zo alese da Rawson, er reter, kêr-benn Chubut.
Poblañs kemmañ
4 856 a dud a oa o chom enni en 2001 (26,9 % a gresk abaoe an 3828 a dud a oa e 1991). 8vet kêr ar broviñs eo.
Douaroniezh kemmañ
E lodenn c'hleb Patagonia emañ.
Gerdarzh kemmañ
Un anv kembraek eo anv Trevelín, savet diwar ar gerioù tref (kêr)ha melin (milin), abalamour d'ar vilin gentañ, anvet "Los Andes", savet eno gant ar C'hembread John Daniel Evans e 1889.
Istor kemmañ
Kreizon Kembreiz Cwm Hyfryd e oa Trevelin, an draonienn anvet Valle 16 de Octubre e spagnoleg peogwir e voe krouet an drevadenn d'ar 16 a viz Here 1888.
E 1902, pa oa bec'h etre Arc'hantina ha Chile diwar-benn gouzout da be vro e oa an tolead, e voe mouezhiet gant tud Kembre, ar brasañ niver d'ar poent, a-du gant Arc'hantina.
Mirdi kemmañ
Er Museo Histórico Regional, diazezet e milin gozh John Evans, hag er Museo Cartref Taid e c'haller gwelout un toullad arrebeuri a oa d'ar miliner. Nepell emañ bez marc'h John Evans, Malacara (Dremm fall), a gollas e vuhez o lammat eus ur vri serzh e-kerzh un arsailh gant an Indianed.
Liammoù diavaez kemmañ
- Trevelin pueblo del molino. keleier a bep seurt ha luc'hskeudennoù.
- Trevelin
- Kartenn eus Chubut
- film kembraek db kembraegerien ar c'hornad: http://www.youtube.com/watch?v=uxpo776TBWQ