Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad komparativel (saoz.: comparative case) pe troad keñveriañ evit komz eus un droad a dalvez da lakaat un dra keñver-ouzh-keñver gant un dra bennak all, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "evel" e brezhoneg.

Implijet e vez gant an tcheremiseg, merket gant al lostger "-ла" (-la), da skouer:

  • кол (kol: "pesk") → колла (kolla: "gantañ/i blaz pesk")

Mammennoù: kemmañ

Зорина, З. Г., Г. С. Крылова, and Э. С. Якимова. Марийский язык для всех, ч. 1. Йошкар-Ола: Марийское книжное издательство, 1990;