Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad oblikel (saoz.: oblique case; e latin: casus generalis) pe troad amskouer evit komz eus un droad yezhadurel disheñvel hec'h arc'hwel pe arc'hwelioù diouzh hini an nominativ (hag ar vokativ), da lâret eo un droad a dalvez peurliesañ da verkañ renadenn ur verb tranzitivel pe implijet stag ouzh un araogenn.

Implijet e vez an droad-mañ gant an hindeg-ourdoueg da skouer.

E pourepetchaeg (purepecha) e vez implijet un droad oblikel rik a dalvez da verkañ koulz ar renadenn eeun hag ar renadenn dieeun (meket gant al lostger "-ni" - implijet hervez ma vez bev an daveenn pe get ivez), disheñvel d'o zro diouzh merkadur ar rener (nominativ: merk mann), da skouer[1]:

Pedru ixe-x-ti Maria-ni "Pêr a wel Maria"
Pedru intsïkurhi-x-ti Maria-ni ma karakata "Pêr a ro ul levr da Varia"
Nanaka pyá-ku-a-x-ti ama-mpa-ni tsïtsïki-icha-ni "Ar plac'h a bren bleunioù evit he mamm"

Peurliesañ e vez enebet ar steudadur morfologel-kevreadurezhel nominativel-akuzativel implijet gante an droad oblikel (d.l.e. nann-nominativel) ouzh ar steudadur ergativel-absolutivel. Bez' ez eus yezhoù ergativel-absolutivel avat implijet gante ivez an droad oblikel, dreist-holl yezhoù kaokazek ar gwalarn, en o zouez an adigeg hag an oubic'heg.

Mammennoù: kemmañ

  1. Camoreau, Claudine (2003) Parlons purepecha. Une langue de Mexique, Pariz: L'Harmattan. ISBN 2-7475-4357-9


Gwelit ivez: kemmañ