Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad superesivel (saoz.: superessive case, diwar al latin: "supersum, superesse") evit komz eus un droad a dalvez da verkañ ar fed m'emañ un dra war un dra bennak all, o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù. "war" ha "war-c'horre" e brezhoneg.

Implijet e vez an droad superesivel gant ar yezhoù finnek-ougrek, en o zouez ar finneg hag an hungareg, da skouer

"a könyveken" ("war al levrioù")
  • e finneg eo deuet da vezañ astennet ster reik an draod-mañ, ha talvezout da adverb lec'hian:
"kaikkialla" ("e pep lec'h")
"täällä" ("el lec'h-mañ", d.l.e "amañ")

Gwelit ivez: kemmañ