An Trofe Jules Verne a vez roet d'ar merdeer a dap rekord tro vuanañ ar bed (40 300 kilometr) e bourzh ur vag-dre-lien un akipaj warni, hep ehan ebet na skoazell. E 2012 e oa bet trec'het ar rekord gant ar Breton Loïck Peyron gant e drimaran Maxi Banque Populaire V gant ur vagad 14 den (amzer: 45 devezh 13 eurvezh 42 vunut ha 53 eilenn).

An trofe e Mirdi ar Morlu e Pariz.

D'ar 26 a viz Genver 2017 eo bet trec'het ar rekord gant Francis Joyon asambles gant Clément Surtel, Alex Pella, Bernard Stamm, Gwénolé Gahinet, Sébastien Audigane hag an trimaran Idec Sport (amzer: 40 devezh 23 eurvezh 30 munutenn ha 30 eilenn).