Tsundere (ツンデレ, distaget [tsɯndeɾe]) zo ur ger japanek evit ober anv eus un dudenn gwelet evel reut ha yen (raloc'h evel un enebour) met a zeuio goustadik, gant an amzer o redek, da vezañ un dudenn hegarat hag a-wechoù ur gamalad. Ar ger a zo bet savet a-ziwar ar gerioù tsun tsun (ツンツン), o talvezout mont kuit gant heug, ha dere dere (デレデレ) o talvezout 'lovey dovey' (dous, hegarat).

Un dudenn doare tsundere

Da gentañ e oa bet adkavet ar ger tsundere er c'hoarioù japanat doare bishōjo. Goude-se ez eo bet implijet ar ger gant al luskad otaku Moe. Bremañ e vez implijet ar ger-se e doareoù lies evel er maid cafés, tresadennoù-bev anime, manga, novels, ha memes er mediaoù bras. Sikouret eo bet brud an droienn dre ar visual novel Kimi ga Nozomu Eien.

Orin an tsundere kemmañ

An aozour mangaioù Ken Akamatsu a laka an tsundere evel unan eus doareoù ar moe: "The person feeling it must be stronger: The object of 'moe' is weak and dependent (like a child) on the person, or is in a situation where she cannot oppose (like a maid)... (*Tsundere only: There will be times where the stronger and weaker role is reversed)."

Mennad an tsundere a zo deuet war-wel e Japan dre ur maid cafe anvet Nagomi en Akihabara pa oa kroget al lec'h da gaout darvoudoù anvet "tsundere" e 2006.

Skouerioù tudennoù kemmañ

  • Eri Sawachika e School Rumble 'zo un dudenn tsundere. Pinvidik, sellet a ra ar re all gant dismegañs bras, dreist-holl a-enep Kenji Harima. Lesanvet eo gantañ, Ojo (お嬢 Ojō) kement a "priñsez". A-benn ar fin tostaat a ra hi eus an den a live sokial uhel betek bezañ e karantez gantañ.